Preder
in situin situin situ ― Geriadur ar vezekniezh

Gerienn latin (Br.  war al lec'h end-eeun), arveret en droienn “kankr in situ”, da aroueziñ un epiteliom a zo an ezreolderioù gwiadoniel anezhañ kantet strizh en epitelienn, eleze hep astenn lec'hiek na dassez.

PRINSprimed in situ labelingtiellañ in situ kantboulc'h (TISKA) ― Geriadur ar vezekniezh

Kemaladoù oligonukleotid berr a vez arveret evel boulc'hoù an dazgwered. Goude bezañ bet koublet in situ ouzh o c'hemaladoù genomel klokaus e c'hellont talvezout da boent loc'hañ un dazgwered hiraat trelusket gant an Taq DNA polimeraz, a-ziavesk nukleotidoù digraf. An tammad hiraat a hewelaer dre ensoc'hañ un nukleotid tiellet. Ar c'halvezder TISKA zo un araez azas kenan ouzh elfennerezh in situ ar c'hromozomoù.