Hordenn argromm a steuñvenn wenn loet war dalbenn diabarzh an div hanterenn empenn, kenere etre tolbezennoù tal hag ividig an empenn, o hañvalout c'hoari ur roll er fromerezh.
Gwalenn glok a steuñvenn louet oc'h amgaeañ ar wrimenn greizel, anezhi an droenn lez-pennmarc'hig (Gl. circonvolution de l'hippocampe, TA gyrus parahippocampalis) pe T5 ha troenn gentañ ar senklenn (Gl. première circonvolution limbique, circonvolution du corps calleux), ganti ur roll en aroulevierezh ar flugez, ar c'hennevid hag an erwezhioù fromel.
Rannbarzh an empenn, ouzh he ober troenn ar senklenn (TA gyrus cinguli, Gl. circonvolution limbique, a-gent première circonvolution limbique, circonvolution du corps calleux), hag an droenn lez-pennmarc'hig (TA gyrus parahippocampalis, Gl. circonvolution parahippocampique, agent Gl. circonvolution de l'hippocampe) (sl. circonvolution limbique).