Preder
algoparalysiepainful paralysisseizi aa. laurek ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi kevret gant laur.

alterne : paralysie ∼, syndrome alternealternate paralysis, alternate hemiplegiaseizi g. dastuat, ledseizi g. dastuat, azoniad g. dastuat ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad nervel, seizi peurliesañ, o c'hoarvezout a strafuilhoù diforc'h en eil ledkorf hag en egile : e tu an anaf, tizhadur un pe lies nervenn a-glopenn, en tu enep, tizhadur ar forzhioù hir (ledseizi, ledaneraez, ledazoniad ilpennel) ; er c'hef empenn e vez loet bepred anaf raklenat an azoniadoù dastuat, ha merket e vez live an anaf gant an nervenn a-glopenn tizhet

bronchoplégiebronchoplegiaseizi g. ar bronkez, bronkezseizi g. ― Geriadur ar vezekniezh

Steuz argrezusted kaherioù ar bronkez o tevoudañ an iskavnez anezho.

caissons : maladie des ∼, maladie des plongeurs, paralysie des plongeurs, aérémie, aéro-embolisme, dysbarismecaisson disease, caisson sickness, decompression sicknesskleñved ar c'haelogoù, kleñved ar splujerion, seizi g. ar splujerion, gwadaezhad  g., aerenfroù g., anaez al lammwask ― Geriadur ar vezekniezh

Dindan an anvadoù-se e voder ar strafuilhoù diwar zinodiñ klogor aezhenn er gwad hag er gwiadoù da heul leiaat trumm an amwask, eleze pa dremener eus un amwask uhel d'an aerwask reol (donsplujerion) pe eus an aerwask reol d'un amwask izel (astraerion).

kératite neuroparalytiqueneuroparalytic keratitiskornsaefo diwar seizi ― Geriadur ar vezekniezh

Mideñv ar gornsae a-geñver gant un aneraez diwar anaf an nervenn drigevell, naouus ent klinikel dre un deroù manguñv hag un dedro grevus etrezek an demeraat hag an treloezañ, a-wechoù betek linleiñ al lagad ; darvezout a ra peurliesañ da heul ur senkl lagadel pe ur c'hornsaefo erorel, ur pistriadur dre an arsenik pe an trikloretilen, un tizhad a 'r gangrenn drigevellel amwasket gant ur yoc'henn empenn, pe ur skejad surjianel pe daraezel a 'n nervenn.

Landry : maladie ou syndrome de ∼, leucomyélite ascendante, paralysie ascendante aiguëLandry's palsykleñved pe azoniad Landry, gwennvelfo g. askennus, seizi askennus, seizi Landry ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad naouus dre ur seizi gwak o teraouiñ en izili traoñ, oc'h aloubiñ prim ar c'hef, an izili krec'h hag ar gouzoug, marvus dindan un nebeut devezhioù dre strafuilhoù analadel ha kalonel ; en ervez da zarvezout e kerz nep anaez o tizhout an neuron trobarzhel : louetvelfo araok lemm, liesnervennfo, poreoù diseurt, h.a. ; hiziv e reer eus seizi Landry ur furm lemm eus liesgwriziennfo Guillain-Barré, hep tizhad ar mel.

Mouchet : paralysie d'Albert ∼Albert Mouchet syndromeseizi g. Albert Mouchey ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi helmoel diwar un helmo ezkamm amparet ent argammedek pell da heul un torr eus pennig ar paler darvezet er bugelvezh kentañ.

paralysieseizi g. ― Geriadur an armerzh
  • paralysie du marché seizi an nevid.
paralysieparalysis, palsyseizi g. 2 peluz g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Leiâd pe steuz al loc'hañ ; hervez lec'hiad ha derez ar seizi e komzer eus ledseizi (Gl.  hémiplégie) , treuzseizi (Gl.  paraplégie) , unseizi (Gl.  monoplégie), gouseizi (Gl.  parésie). 2 Steuz al loc'hañ forzh pe arbenn a ve dezhañ.

NOTENN : Ent resis, ez arverer Br. seizi da verkañ strafuilh al loc'hañ diwar un tizhad a 'n nervreizhiad, Br.  peluz pa vez un arbenn all da strafuilh al loc'hañ, da skouer e tro steuz al loc'hañ a orin bredel, evel ar peluz darfellel (Gl.  paralysie hystérique).

paralysie à tiquestick paralysisseizi diwar darlask ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi gwak askennus e dianlen brazhad tarlaskenned eus ar genadoù Ixodes, Dermacentor, Haemophysalis, o tizhout ar vugale dreist holl, peurgetket en Oregon hag e Kolombia Vreizhveuriat ; dianav e chom ardarzh ar c'hleñved.

paralysie anapeiratiqueanapeiratic palsyseizi arrefiñvadel ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi devoudet gant arreata an hevelep fiñvoù ; a-wechoù e tarvez evel rouestlad d'ar glazoù micherel (sl.  crampe des écrivains).

paralysie bulbaire aiguë de Leydenacute bulbar palsyseizi hirvelel lemm Leyden ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn lemm gronnoù louet an hirvel (louedempennfo izelañ lemm, Gl.  polioencéphalite inférieure aiguë) o teraouiñ trumm dre ur c'hlopennad, trolernioù, laurioù er c'hilpenn ha diouzhtu goude seizi a 'r c'houel-stavn, a-wechoù seizi a 'n dremm, migevaot ha strafuilhoù a 'l lonkañ ; a-benn un nebeut devezhioù e tarvez direizhoù kalongwazhiedel, morvor hag ar marv ; anaez o tizhout an alkooleion pe o tedreiñ e-kerz ar poreoù yud, azoniad Landry pe kleñved Heine-Medin (sl.  polioencéphalite).

paralysie bulbospinalebulbospinal paralysisseizi hirvel-livennvel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm eus ar seizi hirvel-teod-garloc'henn, a stader pa vez tizhet ivez gronnoù loc'hañ ar mel, anezhi seizi gant isteñv kaherel e tiriad nervennoù al livenn koulz hag e tiriad nervennoù an hirvel.

paralysie centralecentral paralysisseizi a-greiz ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi diwar dizhad an neuron nezek loet e-barzh an nerveg kreiz (sl.  para-lysie périphérique).

paralysie des amoureuxsaturday night palsyseizi ar serc'heion ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi a-werzhid diwar ar pouezañ war an arvrec'h gant penn ur c'housker e-pad an noz.

paralysie du matinmorning palsyseizi ar beure ― Geriadur ar vezekniezh

Furm vlin eus kleñved Heine-Medin : ar prantad terzhienn deroù o tioueriñ, e tarvez ar seizi e-kerz an noz ha dizoloet e vez d'an dihun (sl.  Heine-Medin : maladie de ).

paralysie flascospasmodique ◊ ◊ seizi gwak-dasstrizhek ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi gant istant ha reñveregezh an damougoù a-stirenn (sl.  paralysie spasmodique).

paralysie flasqueflaccid palsyseizi gwak ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi gant istant hag ezvezañs an damougoù a-stirenn hag a-groc'hen (sl.  paralysie spasmodique).

paralysie générale progressive, périencéphalite chronique diffusegeneral paralysis on the insaneseizi g. hollek argreskus, envedi b. beluzel ― Geriadur ar vezekniezh

Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.

NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl.  paralysie, Sz.  paralysis, Al.  Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br.  seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl.  syphilis).

paralysie labio-glosso-laryngéeprogressive bulbar paralysisseizi gweuz-teod-garloc'henn, seizi hirvelel argammedek ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad a stader e-kerz ar skleroz kostezel kaheristeñvus, al louetvelfo araok henek, ar poreadoù diwar viruz nervgerc'h, ouzh e ober ur seizi liesel gant isteñv kigennoù an divweuz, an teod, ar ouel-stavn, ar c'harloc'henn, ar c'hargadenn, o tedreiñ d'ar marv dindan 2 pe 3 bloaz dre astenn an tizhadoù da nervgreizennoù an analañ hag ar galon, oc'h erzerc'haat anafoù gronnoù loc'hañ lodenn izelañ an hirvel.

paralysie ou myopathie pseudohypertrophique type Duchenne, maladie de Duchennepseudohypertrophic muscular paralysisseizi pe miopatiezh gaouusteñvel rizh Duchenne, kleñved Duchenne ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, furm gahernaoued kentael argammedek (sl.  myopathie primitive progressive) o teraouiñ er vugeliezh a-raok ar 5t bloaz, gant ar baotred peurliesañ, dre an izili traoñ ma vez masklet isteñv ar c'higennoù hag angrizad ar stirennoù gant un dispakadur behinstirek (gaouusteñv kigennoù ar c'hof gar, ar c'higennoù gevell ha kigennoù gouriz an ezel traoñ), oc'h aloubiñ da c'houde kigennoù an izili krec'h ; alies e stader war un dro tizhadur ar c'haker kalon, direizhoù gwazhiedloc'hadel hag osteoporoz ; ent argammedek e tedro ar c'hleñved etrezek an nammded klok ha darvezout a ra ar marv dindan 5 da 15 vloaz dre ur poreadur daskerzhat pe ar skorted kalon.

paralysie périodique familiale ou simple intermittentefamilial periodic paralysisseizi hêrezhel mareadek pe eeun spanaennek ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, o c'hoarvezout a resmiadoù seizi naouus dre dri azon : 1) treuz- pe pevarseizi gwak hebiat d'ar c'higennoù e diazalc'h an nervennoù a-glopenn, 2) steuz klok an damougoù a-stirenn en izili, 3) anvroudadusted faradek ha galvaniek ar c'higennoù seizet, hep strafuilh kefredel, santadel pe kelc'hstrishaerel ; deraouiñ a ra ar resmiadoù d'ar gaezouregezh hag anadiñ e dibenn an noz pe goude ur pred paot ennañ ar glukid, o padout un nebeut eurvezhioù pe devezhioù hag o tistreiñ goude entremezioù kemmus kenan ma ne stader azon nervel ebet ; e-doug ar resmiadoù, e vez kaliomisvec'h er gwad hag en troazh hag -usvec'h er c'helligoù (sl.  adynamie épisodique héréditaire) ; deskrivet ez eus bet seizioù mareadek anhêrezhel eilvedel da anaezioù o tevoudañ gwadus- pe gwadisvec'h kaliom : skoedusvorc'hegezh, uc'haldo-steronegezh, skorted lounezh hag uslounezhenn, koma akidozel, h.a.

paralysie périphériqueperipheral paralysisseizi trobarzhel ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi a-geñver gant gwazhad an neuron pellek loet etre an neuron nezek hag ar c'higennoù (sl.  paralysie centrale).

paralysie pseudobulbairepseudobulbar paralysisseizi gaouhirvelel ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o tarvezout gant ar gozhiaded arteriosklerozek, e dianlen ur steudad annonoù boukadur empenn pe loezennoù (sl.  lacunes) gant isteñv strewek an danvezenn nervel ; stadañ a reer un teskad direizhoù loc'hadel daoudu ha strafuilhoù bred (loezennegezh, Gl.  état lacunaire) : gouseizioù o tevoudañ an argenk a-bilpaz (sl.  démarche), barroù c'hoarzhin ha gouelañ dasstrizhek, gwanidigezh kefredel, strafuilhoù ar gomz hag al lonkañ a-geñver gant tizhadoù an hirvel ; dedreiñ a ra, a-dreuz orc'hadoù bihan, etrezek an envedi hag an andalc'hiadezh (sl.  cérébrosclérose).

paralysie radiculaireradicular paralysisseizi gwriziennel ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi e dianlen daralladur ar gwriziennoù nervel, termen arveret ivez evit ar seizioù o wazhañ an daoudañvoù (kefioù ha gwriziennoù) a ya d'ober ur blezhad, sk. : seizi gwriziennel izelañ plezhad ar vrec'h (Gl.  paralysie radiculaire inférieure du plexus brachial).

paralysie spasmodique ou spastiquespastic paralysisseizi dasstrizhek ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi gant dargrezañ pikernennek (sl.  pyramidale : contracture ).

Todd : paralysie de ∼Todd's paralysisseizi g. Todd ― Geriadur ar vezekniezh

Ledseizi berrbad o tarvezout war-lerc'h ur barrad droukfell jaksonek lec'hiek.

vasoplégievasomotor paralysisseizi g. ar gwazhied, gwazhiedseizi ― Geriadur ar vezekniezh

Gwazhiedfrankaat hollek dre seizi gwazhiedloc'hadel, eleze steuz tant speurioù ar gwazhied.

Volkmann : maladie, syndrome, contracture ou rétraction musculaire ischémique de ∼Volkmann's paralysisseizi g. Volkmann, seizi heskwadel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez arsellet e dianlen daraezioù an ilin, anezhañ ur varvenn heskwadel, heuliet gant skleroz ha berradur, o wazhañ un nebeut kigennoù eus an arvrec'h, ent dibarek kigennoù pleger hir ar bizied. Devoudet e ve gant amwask ar gigenn gant ur gwatoñv don pe un anaf gwazhiedel. Ditouret ez eus bet degouezhioù a angrizadur heskwadel a 'r c'higennoù eus an ezel traoñ da heul un daraez pe amwask ur blastrenn re stardet. Gant furm glok ar c'hleñved ez eus ur graban andireadus eus ar bizied (sl.  compartimental : syndrome , syndrome de compression des loges, syndrome de loge, syndrome de compression des loges, syndrome de loge ).