Gwerzhad keitat ar gwask talmerel lerc'hwezet ent valeadel ; ditouriñ a rafe an destrizh gwerc'hek o sammañ ar reizhiad kalongwazhiedel (sl. MAPA).
Dewerzhadur an unvezioù viruz bezant er plasma, jedet dre vuzuliañ ar c'hementad DNA (eus viruz an avufo B) pe RNA (eus ar VIHAD) ; en dromañ diwezhañ e komzer a samm izel pa vez dindan 5 000 azeilad/mL, a samm uhel pa vez dreist 30 000 ; an dezverk gwellañ eo hiziv evit ditouriñ derez dasparañ ar viruz er bevedeg ha dre se dedroüsted ar c'hleñved.