Troziadezh revel ma 'z eo ar boziañ a-zalc'h ouzh ar gouzañvder pe ar mezhekadur a skoer gant an amgen. Ar bredelfennerezh a astenn keal ar sadegezh en tu all d'an droziadezh deskrivet gant ar revoniezh, dre lakaat a-wel furmoù eginek, bugelvezhel pergen, anezhi, hag o sellout outi evel ur gedrann diazez eus al luzadurezh. Ar sadegezh ent strizh a c'hoarvez eus kenstroll ar revelezh hag ar feulster ouzh an amgen. En ur c'hemeradur laoskoc'h ez eur techet hiziv da envel sadegezh holl erzerc'hadurioù ar feulster ken ma teu an termen da vezañ kenster gant argadusted.
Gerienn o kennotañ kemparzhded ha kenglokausted an div droziadezh sadegezh ha mazoc’hegezh, ha dreist-holl oc’h ober anezho ur c’houblad keveneboù-diazez eus al luzadurezh.
An termen sadomazoc’hegezh arveret er revoniezh da aroueziñ ar furmoù kevosod eus an div droziadezh-se, zo bet adkemeret gant ar vredelfennerion, Daniel Lagache pergen, da bouezekaat ar c’hengeñver a zo etre an daou savlec’h ken er c’henniñv etregouzrec’hel (mestroniadur-sujidigezh), ken e luniatadur ar bersonelezh (emgastiz).
“Ur sadeg zo bepred war un dro ur mazoc’heg, pezh na vir ket ouzh an tu trec’h, oberiat pe c’houzañvat, eus an droziadezh a souriñ hag a zoareañ an oberiezh revel” (Freud, 1905).
“E-touez an troziadezhioù, ez eus ul lec’h arbennik d’ar c’houblad sadegezh-mazoc’hegezh. An oberiadezh hag ar c’houzañvadezh, a zo doareoù-diazez anezhañ, zo amparus d’ar vuhez revel dre-vras” (Freud, 1915).
Evit a sell dedarzh ketep ar sadegezh hag ar vazoc’hegezh, e noter un emdroadur e meiz Freud a-geñver gant an azveradurioù a reas war e arlakadenn eus al luzadoù. E-barzh Triebe und Triebschicksale (1915), e lavar ez anad ar sadegezh a-raok ar vazoc’hegezh, ez eo ar vazoc’hegezh ur sadegezh eiltroet ouzh an-unan. “Hañvalout a ra ar bredelfennerezh diskouez ne vuk ket al luzad da gentañ d’ur pal a ve skeiñ laur gant an hentez. Ne vez ket ar bugel sadek na prederiet na mennet da lakaat ar re all da c’houzañv.” En devoud, Freud a intente neuze ar sadegezh evel un argadiñ ouzh an amgen hep pled ebet gant an droug graet, hep keñver gant ar bliz revel : sadegezh a rae eus embreg al luzad-gavaelañ. Merkomp e tisplege diwan ar vazoc’hegezh dre un eiltreiñ ouzh an-unan ha war un dro un tuginadur eus an oberiadezh er c’houzañvadezh. N’eo nemet en amzer ar vazoc’hegezh e wisk an oberiezh luzadel un eul revel. Freud a zeskriv daou lankad en eiltreiñ ouzh an-unan : da-geñver al lankad kentañ, ar gouzrec’h en em lak e-unan da c’houzañv ; da-geñver an eil, al lankad mazoc’hek ent strizh, e lak unan all da skeiñ laur gantañ. Bez’ e ve ar sadegezh un eil eiltreiñ eus ar savlec’h mazoc’hek.
Goude degasadenn al luzad a varv e 1920, ez arlaka Freud bezañs ur vazoc’hegezh kentael pe kezivik. Goude ur bazenn gentañ m’emañ troet al luzad a varv en e bezh ouzh person ar gouzrec’h, “ez a ul lod eus al luzad-se en arempred al luzad revel hag eno en deus ur roll pouezus. Ar sadegezh ent strizh eo. Ul lod all ned a ket da heul an deveradur-se war-du an diavaez, chom a ra er bevedeg ma’z eo ereet ent libidinel diwar-bouez al luzad revel en ambroug […] ; anaout a reomp aze ar vazoc’hegezh kezivik, erogen.” Notomp e c’hell ar sadegezh-se eiltreiñ ouzh ar gouzrec’h — hag amañ ez adkavomp an arlakadenn gentañ — oc’h amparañ ur “vazoc’hegezh eilvedel” a zeu he gwered da greñvaat hini ar vazoc’hegezh kezivik.
Sl. MASOCHISME.
Troziadezh revel ma’z eo ar boziañ a-zalc’h ouzh ar gouzañvder pe ar mezhekadur a skoer gant an amgen.
Ar bredelfennerezh a astenn keal ar sadegezh en tu all d’an droziadezh deskrivet gant ar revoniezh, dre lakaat a-wel furmoù eginek, bugelvezhel pergen, anezhi, hag o sellout outi evel ur gedrann-diazez eus al luzadurezh.
Ar sadegezh ent strizh a c’hoarvez eus kenstroll ar revelezh hag ar feulster ouzh an amgen. En ur c’hemeradur laoskoc’h ez eur techet hiziv da envel sadegezh holl erzerc’hadurioù ar feulster ken ma teu an termen da vezañ kenster gant argadusted.