Preder
routageroutingrouta ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar reolennoù ma rank an trec'haoladoù plegañ dezho en ur rouedad trec'haoliñ evit dehentiñ ar stlenn eus ur c'haser d'ur paker.

routage adaptatifadaptative routingrouta azasaus, routa tonn ― Geriadur ar stlenneg

Rizh routa o reiñ da stlennadoù kenheuilh eus un hevelep kehentadenn treugoù disheñvel hervez stad ha bec'h ar rouedad.

routage fixefixed routingrouta sonn ― Geriadur ar stlenneg

Rizh routa o reiñ an un treug da holl stlennadoù un hevelep kehentadenn, houmañ o vezañ troc'het mar paouez an treug a vezañ redus.

routage semi adaptatifsemi adaptative routingrouta damazasaus, routa damdonn ― Geriadur ar stlenneg

Rizh routa ma'z a stlennadoù kenheuilh eus un hevelep kehentadenn gant an un treug en aozioù reol. Mar bez stanket an treug e-kerz ar c'hehentvezh, e vez savelet emgefreek un treug all gant ar rouedad evit ar stlennadoù a chom da dreuzkas.