Kellig diloc'h, steredennek, diouti azledadoù hir kitoplasm kenvellet gant re ar c'helligoù amezek e doare ur rouedad ; bezant eo e-barzh ar gwiad rouedek, anezhañ gwiad kenglenel dibarek an organoù gwadparañ (sl. tissu réticulaire).
Edañvenn wiad kenglenel, etre 0,2 ha 2 mm treuzkiz, argantlen, stalet e rezh ur rouedad mailhoù gwech ledan en dro d'ar gwazhied, d'ar c'haherwiennoù, d'an nervwiennoù, h.a., gwech strizh ; kedrann bennañ an diazkennennoù (er gwagrennoù, en epiteliennoù).
Teskad nervgelligoù stalet e rouedad stank a-hed ar c'hef empenn, eus rannbarzh an hirvel izel d'ar gouzerc'hvel a-gostez hag a-dreñv. Pouezus kenan eo an dasperzhiadur anezhi er c'henurzhiañ hag er c'hendodiñ, dre reoliñ an oberiezhoù empenn-livenn (a-getep dre ar reizhiad a-sevel blivaer ha dre ar reizhiad a-ziskenn heuder ha herouezer), dre arouleviañ an tant diaboz hag an defroù, dre zegemer ha dre gevanekaat an holl santadoù a zegouezh en empenn ha dre zelanvadiñ an arc'hwelioù struzhel.