Gourvez a-gein gant ar penn a-ispilh e-maez ribl an daol oberata. Arveret e vez al loadur-se e gwezhiadennoù 'zo embreget war an aerforzhioù.
Tetanoz devoudet gant ur gouli en dremm, naouus dre argrezadoù kigennoù ar rannbarzh dremm-gouzoug, ar c'hargadenn hag an tarzh, o tevoudañ an dourgaz dre c'henglav ha dre seizi an dremm loet diouzh tu ar gouli.