Prouad arveret evit imbourc'hiñ borc'hadur an hormon drekgougorfenn (hormon eneptroasheiat, vazopresin, ADH) ha deznaouiñ an diabet heuz, anezhañ muiaat osmoleriezh ar gwad diwar-bouez trefennañ un dileizhenn usgrennek kloridenn natriom ; gant an den bonan e stader ul leiâd a etre 70 ha 90 % eus an troazhodiñ hag ur muiâd eus douester an troazh ; pa vez diabet heuz ne leia ket an troazhodiñ hag izel e van izel douester an troazh (sl. antidiurétique : hormone ∼ ).
Kammneuziad dibaot o kevrediñ un iswe gant drekloadur ar c'haved, ur skarr er stavn, un teodislink ha strafuilhoù analadel ; a-wechoù e vez kammneuziadoù kalon. Unan eus azonoù ar gentañ gwareg eo.