Preder
groupes sanguinsblood typesrizhoù s. (g.) gwad ― Geriadur ar vezekniezh

Rummoù ma renker an hiniennoù hervez ar seurtad aglutinogenoù (antigenoù eritrokitel) hag aglutininoù (antikorfoù gwadveiz : hemoaglutininoù) piaouet gant o ruzkelligoù hag o gwadveizoù, diziouerus o anaout evit an treuzskuilherezh gwad hag an imbouderezh organoù ; lies reizhiad rummañ a arverer : ar reizhiad ABO, savelet gant Landsteiner e 1900, o tiforc'hiñ ar pevar rizh A, B, AB hag O, ar bouezusañ evit an treuzskuilhañ ; ar reizhiad MNS, talvoudus evit an Denoniezh ; ar reizhiad Rhesus (Sz.  Rhesus blood type) , h.a. ; fest ha digemm eo rizh gwad pep hinienn.

groupes tissulaires, groupes leucocytairesleucocyte grouping, tissue typingrizhoù gwenngwiadel ― Geriadur ar vezekniezh

Rummoù ma renker an hiniennoù hervez ar seurtadoù antigenoù gwiadel ha gwennpladanel a biaouont, an kez antigenoù o vezañ gougevret evit an darn vuiañ ouzh reizhiad pennañ ar rizh, ar reizhiad HL-A ; diziouerus eo anaout ar rizhoù gwenngwiadel evit gwezhierezh an imboudoù gwiad hag an treuzplantadurioù organ.