Certains appareils de navigation équipés de calculateurs à microprocesseurs ou de calculateurs mécaniques peuvent résoudre les problèmes de l'estime.
Kudennoù an ardebiñ a c'haller diskoulmañ dre ardivinkoù tevezañ, outo riñverezed dre gorrgewerioù pe riñverezed treloc'hel.
Ijinenn riñvañ aozet war-bouez niñvaderioù oc'h arc'hwelañ a-gemblac'h gant ar brasterioù a venner darvanañ. Ar c'hemblac'h dedalvezet er rizh riñverezed-mañ eo ar c'hemblac'h tredanel. C'hoarvezout a ra a etrekennaskañ niñvaderioù da sevel un amred tredan o kemplegañ d'an hevelep ataladoù jedoniel hag an anadenn fizikel, kimiek, armerzhel a venner studiañ. An niñvaderioù linennek zo anezho peurliesañ ar sammer, ar ginader, ar sammeger, ar c'hadaver hag ar pebeiler ; an niñvaderioù anlinennek hag ar ganerioù kevreizhennoù (kevreizhennerioù).
Endra zibun a-gemal ar riñvadoù e-barzh un urzhiataer, en ur riñverez kemblac'hel e tedroont a-stur. Kevrediñ a reer riñverezed kemblac'hel hag urzhiataerioù war-benn skañvaat gouleverezh ar rE-se hag ivez heblekaat an darvanerezh - disoc'h ar c'hevrediñ o vezañ ar riñverez hiron. An hironadur a vez renet e liveoù diseurt eus ar meziantoù pe ar periantoù, hag ar peuraozad a c'hell bezañ a lañs kemblac'hel pe a lañs niverel.
Ha pa ve fizikel, kimiek pe bevedel an argerzhioù studiet, e ro ar riñverez hiron an tu da imbourc'hiñ o monedigezh a-geflen gant dedro an amvaoù o werediñ warno. Pa vez kel a argerzhioù greantel, e kevaraez an darvanerezh rakwezat da erwelout an holl blegennoù, reol pe deukadek. Ur surentez e vez ouzh ar fazioù ergrafañ.
Riñverez diazezet war aljebr daouredel Boole.
Trevnad keweriañ o kevrediñ ur riñverez kemblac'hel hag un urzhiataer.
Rizh urzhiataer a-stur oc'h engwezhiañ un niver bras a gewerieroù.
Rizh riñverez ma kendaol lies kewerier en ur ser da erounit un ditour.
Urzhiataer galloudek kenan arveret er c'heweriañ skiantel hag adeiladet hervez an ergraf SIMD (◊ single instruction/multiple data) ma vez un unfroud ditouroù o reoliñ en ur ser ul liesfroud roadennoù. E-se, an niñvadur arc'het gant un ditour a vez arloet gant un derez diaserded ouzh holl gedrannoù ar sturiadelloù niñvus, alese an anv riñverez sturiadel. Daou galvezder a vez arveret, ar c'halvezder a-stur, ar c'halvezder goursan.
Toutes les calculatrices de navigation programmées, tous les ordinateurs de bord sont en mesure de calculer et de garder en mémoire la position du Soleil et celle des astres en fonction de l'heure à laquelle on les observe.
An holl riñverezed tevezañ goulevek, an holl urzhiataerioù bourzh zo en araez da jediñ ha da gadaviñ savlec'h an Heol hag an astroù, hervez an eur m'o arseller.
Ijinenn o ren niñvadurioù niveroniel eeun pe gemplezh. Ouzh he ober un amred kevanek - an unvez niveroniel ha mezoniel - hag un nebeut amredoù memor, ur c'hlavier stokelloù evit enankañ ar sifroù hag an niñvadurioù da ren, ur skramm da wereañ an disoc'hoù hag ur porzher gremm, ez eo ar riñverez c'hodell barrek da gefleuniañ ar pevar jedadur, riñvadur al logaritmoù, an argemmvac'hañ, h.a.
Sl. [calculateur vectoriel]