Dic'houested da ren ur gread revel, dre zigasted pe dre zic'halloud da savelañ un darempred ouzh an hentez.
Embreg revel renet ouzh ur bugel pe ouzh un oadour hep e asant ; kemm a laka al lezenn e Frañs etre an darwantadoù revel gant sankadur (gwallad) ha hep sankadur (sl. outrage public à la pudeur, viol).
Naouusterioù hervez ar rev ; kemm a lakaer etre ar c'hentarouezioù revel (an organoù revel) hag an eilarouezioù revel, neuziadurel, bevedourel, bredel.
Kelligoù rizhellel eus ar gwiad ganadel.
Pep hini eus an daou gromozom bezant er genrizh o arc'hwel desavelañ ar rev, kehed an daou gant ar venev hag arouezet XX, berroc'h unan eus an daou gant ar gourev hag arouezet XY (sl. autosome, caryotype).
(Mezekniezh lezennel) real, jestr pe emzalc'h, revel e ster, graet en ul lec'h foran, o trozañ reolennoù degemeret ar gouelez ha, dre se, kospadus (sl. attentat à la pudeur, viol).
NOTENN : Kevatal e vez lakaet ivez Sz. sexual offence da Gl. attentat à la pudeur.
Nerzh-bountañ diabarzh o werediñ, hervez ar bredelfennerezh, en un amgant kalz ledanoc’h eget hini an oberiezhoù revel er ster boutin. Anatoc’h eget forzh pe luzad all, e ro tro da wiriañ an diforc’h etre luzad ha bondoug : e ergerc’henn ned eo ket rakdesavelet ent vevedel, kemmus eo e balioù (modelezhioù e walc’hadur) evito da vezañ liammet ouzh arc’hwelerezh tachadoù korf desavelet (tachadoù erogen), hogen amparet e-ser oberiezhoù diseurt ma kavont gouskor warno. Diseurtelezh andonioù kreudel ar broud revel a ampleg ne vez ket unanaet diouzhtu al luzad revel, hogen emañ strewet al luzadoù darnel, dezho ur boziañ lec’hel (bliz organ).
Ar bredelfennerezh a ziskouez ez eo an eriunellañ ur perzh spesadek eus revelezh mab-den. N’eo nemet e dibenn un emdroadur kemplezh hag anheulret e vez frammet al luzad revel dindan hol ar c’hanadelezh hag e wisk an neuz difiñv ha davedek en lak heñvel ouzh ur bondoug.
Ent armerzhel, ez arlaka Freud ur gremm unel bezant e pep darvezadur eus al luzad revel : al libido.
Ent dialuskel, e ra Freud eus al luzad revel ur blein diziouerus d’ar c’henniñv bred : danvez brientek an arvoustrañ en diemouez ez eo.
Glikoprotein borc'het gant an avu, o kediañ ouzh an hormonoù revel er plasma.
A-zave d'ar rev pe d'ar revelezh.
Gallout a reer o rummañ pe e daskemmoù ar realezh arallreviat (miarc'hwelioù revel) : reñver ar c'hoant revel (revestoue, uc'horged, usganadegezh, usrevegezh, darvar, satiriaziz) pe ar c'hontrol (yenegezh, dic'halloud) ; pe e pleustroù heñvelreviat (kenevoriadezh, lesbianezh) ; pe erziwezh el lezoriadezhioù (diskorata, fetichegezh, froteriezh, maboriadezh, mazoc'hegezh revel, sadegezh revel, treuzwiskadezh, gwelata, henadoriadezh, miloriadezh, kelanvlisa, troazhvlisa, h.a.).