Preder
contrôleurcontrollerreoler g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Organ gwiriañ hag arc'hañ (reoliñ) dazlakaet etre an unvez kreiz ha linennoù treuzkas ; ardeiñ a ra an haezerezh d'ur reizhiad, d'un argerzh, d'ul loaz, d'ur periant.

contrôleur de communicationdata communication controllerreoler g. ―ioù kehentiñ ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ouzh e ober peurliesañ un avead hag ur meziant kevredet, ereet ouzh ur penn eus un amred roadennoù, e roll diogeliñ dedro mat an eskemm stlennadoù war an eread roadennoù ez eo ur parzh anezhañ.

gène régulateur ou de régulation ou de contrôlecontrol genegenenn reoliñ pe reoler ― Geriadur ar vezekniezh

Genenn o reoliñ arc'hwelerezh ar genennoù trevnañ ; hervez an dro, e tanze ur goudaver evit skoilhañ pe, en eneb, un apo-iser evit delankañ treuzskrivadur an RNA kannad.

unité de commande de périphériques, contrôleur de périphériquesperipheral control unitunvez reoliñ trobarzhelloù, reoler g. ―ioù trobarzhelloù ― Geriadur ar stlenneg

Kewerier spesadel d'ur rizh trobarzhell lavaret entreuget etre unvez kreiz un urzhiataer hag an drobarzhell pe an trobarzhelloù hag o c'hoari ur roll arc'hañ ha gwiriañ (reoliñ). E arc'hwelioù zo :

~ degemer arc'hadoù pe ditouroù erduet d'an drobarzhell ha luskañ an erounit anezho ;

~ treuzdougen stlennadoù etre unvez kreiz ha trobarzhell ha, diouzh an dro, furmaozañ an arhentoù degemeret ;

~ danzen ur ger stad o kelaouiñ an unvez kreiz war disoc'h mat pe fall ar gwezhiadur arc'het.

unité de commande de télécommunication, contrôleur de communicationdata communication control unitunvez reoliñ pellgehentiñ, reoler g. ―ioù kehentiñ ― Geriadur ar stlenneg

Kewerier tal dibarek oc'h ardeiñ an haezerezh da rouedadoù dezougen roadennoù - lec'hel pe diavaez.

unité de commande de transmissiontransmission control unitunvez reoliñ an treuzkas, reoler g. ―ioù treuzkas ― Geriadur ar stlenneg

Kewerier dibarek oc'h ardeiñ an eskemmoù war linennoù treuzkas un urzhiataer pe un dermenell bonner.