Reolenn ar bredelfennañ oc’h enderc’hel da ren ar gur e doare ma kav ar gouziviad an nebeutañ gwellañ boziadoù erlec’hiat ouzh e azonoù. E-se e tle ar bredelfenner nac’h reiñ e c’houlennoù d’an elfennadour ha mont er roll a venn e lakaat da c’hoari.
Ent armerzhel ez eo kantreizhet reolenn an emvirout evel-henn : diwall a ranker nad afe ar c’hementadoù libido dilaosket dre ar gur da annodiñ diouzhtu en ergerc’hennoù diavaez ; bez’ e tleont ar muiañ gwellañ bezañ treuzdouget er blegenn vredelfennadel.
Ent dialuskel, ez a ar gur en-dro diwar-bouez ar gouhebiñ gouzañvet gant an elfennadour : dav eo derc’hel ar gouhebiñ evit mirout na chomfe sac’het ar gur. “Da reolenn e lakaan e ranker derc’hel er re glañv o ezhommoù hag o iziunadoù evel nerzhoù o vountañ d’ar c’hwel ha d’ar c’hemm hag emvirout a o lakaat da devel diwar-bouez erlec’hiadoù.”
Pouez arnesadek un oadour dewerzhet e kilogramm zo par da niver ar c'hentimetroù eus e vent a-us d'ar metr. Dereat eo ar prizadur-se evit an hiniennoù a vent etre.
Berzidigezh da sevel pe da erounit un ordrenañs oc'h erskrivañ baderioù evit ur prantad brasoc'h eget seizh deiz. Distrishaet eo bet ar reolenn-se e 1999, da skouer eo bet astennet an termen betek ugent-eizh deiz evit al liaoù euvret dre ar genoù ha morfin enno.
1 Bez' ez eus, evit an hormonoù, un doenad ma emañ mannel ar gwered anezho a-is dezhañ hag uc'hek diouzhtu a-us dezhañ. Arzaelet e vez ar reolenn-se. 2 Er galonouriezh, forzh petore fraouadur arloet a-us d'ur gwehin bennak ez argrez ar galon penn-da-benn hag a-is ne argrez ket tamm ebet. — An kez reolenn a c'hell bezañ dedalvezet evit anadennoù bevedel all estreget argrezadur ar c'halongaher.