Kelligoù bezant e lies organ : empenn (gouzerc'hvel, rakgougorfenn), gwagrennoù enborc'hañ (ilgreiz, skoedenn, kelligoù kromlen), kelligoù enborc'hañ ar ganol vezhur ; borc'hañ a reont hormonoù (ACTH, glukagon, gastrin) ; loet e-maez ar gwagrennoù enborc'hañ, ez amparont ur reizhiad enborc'hañ strewek.
Teskad kedrannoù ar glokaenn hag an enzimoù (konvertazioù) en araez d'o blivaat.
El liesgouleviñ, kouezh galloudezh arverek un urzhiataer da heul revec'h ar sanelloù haeziñ.
Sl. [écroulement]
Kleurenn a zo enni ar restroù reizhiad ret da loc'herezh ha da arc'hwelerezh ar Macintosh.
Studi monedigezh ar reizhiadoù greantel kemplezh diwar ataladoù o arc'hwelerezh. An dedalvezadur pennañ anezhi eo darvanerezh en amzer werc'hel an argerzhioù greantel kemplezh : er gremmaerezh derc'hanel, en eoulgimiezh, h.a. Evit an imbourc'h-se e vez engwezhiet alies riñverezed kemblac'hel pe hiron, barrek da ziskoulmañ ent armerzhek reizhiadoù bras ataladoù orgemmel.
Teskad enzimoù a zo kenurzhiet o gwerederezh, da skouer evit treluskañ lerc'h ouzh lerc'h al lankadoù eus ur widennad ec'haozañ pe eus ur widennad enaozañ kennevidel.
Hentenn pe stroll hentennoù da c'hounit gwell anaoudegezh eus ur reizhiad stlennegel war-benn gwellaat perzhded ar gwazadur pe desavelañ ar c'hefluniad gwellek.
Trevnad ar gronnoù louet loc'hañ hag ar gwiennoù degasat hag ezkasat loet er rannbarzhioù endan-bluskenn hag endan-derc'hvel, lakaet er-maez ar stiradoù pikernennek hag ilpennel.
Sevel ur reizhiad korvoiñ a-geñver gant ur c'hefluniad lavaret eus ur reizhiad stlennegel.
Teskad enzimoù e piaou ar bakteri, o c'hefridi herzel ouzh alouberezh o c'hromozomoù gant trenkennoù dezoksiribonukleek (DNA) allevek hag o distrujañ ; dre gorvoiñ ar galloud a zo gant reoù anezho (endonukleazoù argrennañ) da droc'hañ arrevelloù an DNA e loadoù resis e tistager tammadoù DNA evit o ensteudañ, in vitro, war arrevelloù DNA hiniennoù allspesad (enzimoù all, al ligazoù, a dalvez da gensoutañ an tammadoù DNA) ; dre hevelep dazveradoù ez eus bet imboudet ouzh bakteri 'zo (kolibazhell) genennoù a ra dezho parañ hormonoù (somatostatin, insulin, somathormon) pe protein a dolz mol uhel (ovalbumin) (sl. endonucléase).
Reizhiad niveriñ diazez 16.
Teskad araezioù difenn ar bevedeg ouzh ar c'heuziadoù allevel, lod o vezañ anspesadel (reizhiad dourennel : klokaenn, properdin, opsoninoù ; reizhiad kelligel : histiokit, makrofag ; interferon), lod all o vezañ spesadel, azasaet evit an difenn ouzh un antigen dibarek : an antikorfoù gwadveizel (hangae dourennel) hag al limfokit T, gwezherioù an hangae dre handizh kelligel (sl. carence immunitaire, cellules immunocompétentes, immunité).
Mukopolisakarid hezileizh (danvezenn Lewis pe Le, daou seurtad anezhi : Lea ha Leb), danzeet en halv gant 90 % a 'n hiniennoù ; treuzfurmet e vez dre ar c'henenn Se en danvezenn H a dalvez da enaozañ an antigenoù eritrokitel A ha B, spesadel d'ar rizhoù gwad A, B hag AB ; pa na c'hoarvez ket an dreuzfurmidigezh e danvez H (e diouer ar c'henenn Se), ez a an danvezenn Le da lenañ ouzh an hemati.
Rannbarzh an empenn, ouzh he ober troenn ar senklenn (TA gyrus cinguli, Gl. circonvolution limbique, a-gent première circonvolution limbique, circonvolution du corps calleux), hag an droenn lez-pennmarc'hig (TA gyrus parahippocampalis, Gl. circonvolution parahippocampique, agent Gl. circonvolution de l'hippocampe) (sl. circonvolution limbique).
Teskad enzimoù analadel ha gremmel bezant e koc'henn kitoplasm ar bakteri.
Hollad an elfennoù meziantel o kefleuniañ an arloadoù dre ardeiñ loazioù ar reizhiad (evel ar memorioù) hag an trobarzhelloù enankañ hag ec'hankañ.
Sl. [système d'exploitation]
Teskad ar c'helligoù hag an organoù a zo en o dalc'h an erwezhioù hangaeañ spesadel, ouzh e ober : 1) al limfokit, ar bongelligoù ez int an disoc'h anezhañ hag ar c'helligoù deveret diouto (limfoblast) — diaes eo dec'havaelañ an ac'hadur anezho betek o zreuzfurmadur e kelligoù dewerc'her (immunokit) : al limfokit B ha T hag ar plasmokit ; bezant emaint er gwad, el limf, er gwiad kenglenel ha dreist holl en organoù limfoidel ; 2) an organ où limfoidel ma tiwan, ma azv ha ma emdro al limfokit : toazon, mel eskern, gwerblennoù, huegoù, plakennoù Payer, divilhenn, derm ha tonenn ar glaourgennoù ; o kewezhiañ strizh emañ reizhiad limfoidel ha reizhiad retikuloendotelel.
Deanvad arzaeladus pa venne da gentañ aroueziñ kleñvedoù o tizhout ent hanbarek holl elfennoù ur reizhiad (reizhiad retikuloendotelel, reizhiad limfoidel, gwiad kenglenel) ; en devoud, ez erdal un teskad anaezioù daskevarall (lavaret a-wechoù foel anspesadel) n'eus a voutin kenetrezo nemet demerded o arbennelezh : lupuz eritematus lemm strewek, kleñvedoù ar c'henvelloù (liesarzfo henek yaouerel, kleñved Still an oadourion), ar c'hroc'hen (skleroderma, dermatomiozit, azoniad Shulman, azoniad Gougerot-Sjögren), ar gwazhied (gwazhiedfo allergek), kleñved Behçet, kleñved mareadek.
Sl. [surcharge système &]
Gwezhiadur elfennel en ur reizhiad korvoiñ en araez da vezañ funiek pe gorrc'houlevek.
Arbennigour(ez) o perzhiañ en azasadur, en engwezhiadur hag e trezalc'h ar meziant diazez, o skrivañ goulevioù spesadel da bep meziant diazez e stern ameilerezh ar seveniñ arloadoù hag ar c'horvoiñ stlennadoù.
Teskad an eraezioù protopatek kevanekaet en empenn e par an derc'hvel hag amkanet hepken da zeluskañ an erwezhioù gwareziñ damougek pe ziarzougek.
Galloudezh riñvañ jedet a-geñver gant ur goulev gwellekaet.
Trevnad uswaskeiat bonan amparet gant ar renin hag an deverad anezhañ, an angiotensin. Ar gwered war ar gwask talmerel zo devoudet gant gwazhiedstrishadur an talmerennigoù ha gant kentraouadur borc'herezh an aldosteron a leia ezvevennadur an dour hag an natriom. Er gleñvedouriezh ez eo kentraouet ar reizhiad renin-angiotensin gant heswad al lounezh [sl. rénine, angiotensine, kallicréine-kinine (système)].
Teskad nervgelligoù stalet e rouedad stank a-hed ar c'hef empenn, eus rannbarzh an hirvel izel d'ar gouzerc'hvel a-gostez hag a-dreñv. Pouezus kenan eo an dasperzhiadur anezhi er c'henurzhiañ hag er c'hendodiñ, dre reoliñ an oberiezhoù empenn-livenn (a-getep dre ar reizhiad a-sevel blivaer ha dre ar reizhiad a-ziskenn heuder ha herouezer), dre arouleviañ an tant diaboz hag an defroù, dre zegemer ha dre gevanekaat an holl santadoù a zegouezh en empenn ha dre zelanvadiñ an arc'hwelioù struzhel.
Heñvelster gant reizhiad retikulohistiokitel (RRH) (Gl. système réticulo-histiocytaire (SRH)). Hervez meizadur (dispredet) Aschoff, teskad kelligoù a orin mezenkimatus dasparzhet er gwiadoù daskenek, araezus da euvriñ ar rannigoù sonnel (fagokitoz) ha da gadaviñ al livuzennoù kembevus (karmin litinet, glaz tripan) : kelligoù a un natur an holl anezho, en araez d'emdreuzfurmiñ an eil re er re all ha da c'henel an darn vrasañ eus kelligoù ar gwad (bongelligoù), ar monokit pergen. Hiziv e tigemmer : — 1° reizhiad ar fagokit mononuklear evodet eus ar monokit (ganet e mel an eskern) ; amparet eo gant makrofag pe histiokit, fest, bezant er gwiad kenglenel, e funelloù (ha godoù 'zo zoken) eus ar felc'h, er mel eskern hag er gwerblennoù, el logigoù skevent hag e kelligoù Kupffer a 'n avu ; — 2° reizhiad ar c'helligoù gouskor, kevarall diouzh ar re gent (ar c'heñverioù etrezo zo anavezet fall) : kelligoù rouedek, kelligoù endotelel an naoz wazhiedel ha fibroblast ; bihan eo o ferzh fagokitañ.
Bonel eo dasperzhiadur an RRE er c'harzhañ. Ar makrofag, dre euvriñ (fagokitañ) kement rannig estren a zo war al lec'h (bakteri, arvevaded, drailhennoù kelligoù, aozadoù anvev), a gemer perzh en un doare anspesadel e difenn ar bevedeg ; keveliñ a reont ivez en enaoz rannoù 'zo a 'r glokaenn, al lizozim, an interferon hag an antikorfoù (sl. phagocyte, macrophage hag histiokit).
O toareañ erzerc'hadoù, anaezioù en un tiriad nervaouet pe gwazhiedet gant an un gwrizienn pe an un gwazhiedenn, pe, evit a sell ar skevent, gwentet gant an un bronkezenn.
Anv rumm evit nep bodad aveadoù pe c'houlevioù kempennet e sell da gefleuniañ arc'hwelioù.
Hag int damheñvelster, ez eus gant Br. reizhiad un durc'hadur hollekoc'h, damkanekoc'h, gant Br. trevnad un durc'hadur dibarekoc'h, embregekoc'h - p'en kaver ivez kevatal da Gl. ensemble structuré, agencement, dispositif.
Trevnad araezioù ha kalvezderioù o reiñ an tu da arverañ ar riñverezed er mod etrewezhiat.
Sl. [communication homme-machine] [dialogue homme-machine] [interaction]