Kalvezder evit haeziñ raktal ar roadennoù :
~ haeziñ rag-eeun stlennadoù kadavet er vemor ; araezad o talvout da gaout roadennoù war ur skor lerc'hwezañ, forzh pe blas ma emaint klenket ;
~ keweriañ dre haeziñ rag-eeun : mod keweriañ ma vez engwerc'het ar goulennoù hervez urzh o donedigezh ha ma enluskont raktal erounezadur ar goulev keñverek.
Araezad o talvout da glenkañ en ur vemor herrek ennegadus pe da eztennañ anezhi ur roadenn war c'houlenn un drobarzhell diavaez pe un organ riñvañ ha keweriañ. Ur stignad a vez o trevnañ an tevetoù etre ar goulennoù pa vez meur a venvegad war un dro o klask haeziñ ar vemor.
Mod ennegañ ma verk dik an enneg al lec'hienn alvezel arglasket.