Preder
acidification provoquée : épreuve d'∼ ◊ ◊ prouad g. an trenkekaat ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad da imbourc'hiñ reolierezh ar c'hempouez bazenn–trenkenn gant al lounezhi : ar gouziviad a lakaer da euvriñ un doenad klorhidrat arginin pe kloridenn amoniom hag e vuzulier pH an troazh.

Bielschowsky : signe de ∼, test de ∼Bielschowsky's testprouad g. Bielschowsky ― Geriadur ar vezekniezh

Uswariañ ur voull lagad pa stouer ar penn war ar skoaz a-gendu ; azon eo da seizi ar gigenn veskellek uhelañ.

biuret : réaction du ∼biuret testprouad g. ar biuret ― Geriadur ar vezekniezh

Livrezh limestra-mouk oc'h anadiñ pa arwerc'her ar biuret (disoc'h kendouesadur daou volekul urea) dre ur vazenn (lisiv soda pe kali) hag un tammig sulfat kouevr ; talvout a ra da lakaat war wel ha da zezventañ protid 'zo o tazgwerediñ evel ar biuret.

bloquant : test ∼blocking testprouad tolc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod evit anataat ar vezañs en ur gwadveiz eus antikorfoù antiRh tolc'hus na vezont ket dinoet dre an dazgwered dazgludañ ordinal.

Boyden : épreuve de ∼, repas de ∼Boyden's meal, fatty mealprouad g. Boyden, pred g. Boyden, pred druz ― Geriadur ar vezekniezh

E sell d'un imbourc'h skinluniñ, e lakaer ar gouziviad da euvriñ ur pred lipidek (3 melen vi, 3 loaiad voued dienn laezh fresk) war-benn lakaat ar gellenn vestl bet demeraet diagent da argrezañ ha da skarzhañ he endalc'had endra denner ur steudad skeudennoù.

Brand : réaction de ∼Brand's testdazgwered g. Brand, prouad g. Brand ― Geriadur ar vezekniezh

Dazgwered o reiñ an tu da ziournat strafuilhoù kennevid an amindrenkennoù : dinoet e vez ar vezañs eus amindrenkennoù sulfuret (kistin, homokistin) dre al livrezh ruz a zeu gant an troazh pa azdoder outañ kianidenn galiom ha nitroprusiat natriom.

bras tendus : épreuve des ∼arm deviation testprouad an divvrec'h astennet ― Geriadur ar vezekniezh

Embregad evit lakaat war wel un divigad loc'hadel diheverzh a hent all en izili krec'h ; ar gouziviad o vezañ en e c'hourvez war e gein pe, gwell, en e goazez, e zivvrec'h astennet dirazañ a-serzh war e vrusk, e zaoubalv tro ouzh traoñ pe tal ouzh tal, e stader, en un tu, e c'hoarvez d'e vizied krommañ tamm ha tamm, d'e vrec'h kouezhañ ha d'e zorn palvstouiñ.

bromesulfonephtaléine (BSP) : test à la ∼, épreuve à la ∼, clairance à la ∼bromosulfophtalein test, sulfobromophtalein testprouad g. ar bromosulfoftalein (BSP), dizeul g. ar bromosulfoftalein ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da imbourc'hiñ arc'hwel degorzhañ an avu ; goude sanket dre ar wazhienn un doenad BSP diouzh ar feur 5 mg / kg (pe 150 mg / m2 gorread korf), e vez delenet buan an danvezenn gant an avu ha neuze ezvevennet e ser ar vestl ; goude 15 min, ent reol e vez ar gwadvec'h dindan 25 % eus an doenad deroù, goude 45 min dindan 5 % ; er pleustr e spisaer aesoc'h barr karzhañ ar plasma gant parenkim an avu dre savelañ dizeul azrannel ar BSP, reol etre 15 ha 17 % ; leiaet e vez gant ar skorted avu.

Burnet : intradermoréaction de ∼Burnet's intradermo-reactionprouad g. entonenn Burnet, erwezh g. entonenn Burnet ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad embreget dre ensinklañ en donenn ur silad eus tiñvadur Brucella melitensis ; c'hoarvezout a ra an erwezh gant kleñvion ar brukelloz, ha yaek e tarvez chom etre daou ha pemp bloaz goude ar pare (sl.  brucellose).

Carter et Robin : test de ∼, épreuve de ∼, épreuve de Hickey-Hareinfusion of hypertonic saline solutionprouad g. Carter ha Robin ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arveret evit imbourc'hiñ borc'hadur an hormon drekgougorfenn (hormon eneptroasheiat, vazopresin, ADH) ha deznaouiñ an diabet heuz, anezhañ muiaat osmoleriezh ar gwad diwar-bouez trefennañ un dileizhenn usgrennek kloridenn natriom ; gant an den bonan e stader ul leiâd a etre 70 ha 90 % eus an troazhodiñ hag ur muiâd eus douester an troazh ; pa vez diabet heuz ne leia ket an troazhodiñ hag izel e van izel douester an troazh (sl.  antidiurétique : hormone ).

charge : épreuve de ∼, test de tolérancetolerance testprouad bec'hiañ, prouad gougemer ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arc'hwelel a zo e amkan studiañ kennevid un danvezenn goude diounit dre euvriñ pe dre sankañ un doenad savelet anezhi ; hervez an danvezenn diounezet e komzer eus prouad ar glukozvec'hiañ (Gl.  épreuve d'hyperglycémie provoquée), prouad ar fruktozvec'hiañ (Gl.  épreuve de charge du fructose), h.a..

colonies de fibroblastes : test d'inhibition des ∼ ◊ ◊ prouad g. astaliñ ar c'hludadoù fibroblast ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn andalañ ar gempadusted kelligel etre roer ha roadour un imboud ; ober a reer da limfokit ar roadour keraezañ un diñvadenn fibroblast eus ar roer ha, goude 48 h, dre eriñvañ ar fibroblast ez anavezer kelligpistriusted al limfokit en o c'heñver.

Czermak : manoeuvre de ∼, épreuve de ∼Czermak's vagus pressurekefleuñvad g. Czermak, prouad g. Czermak ― Geriadur ar vezekniezh

Pouezañ gant ar biz war ar garotidenn e par al lagadenn vigorn, dre se fraouaat an nervenn dispis : ent vonan e c'hoarvez un istead kalon

D

D-xylose : épreuve au ∼xylose testprouad g. an D-ksiloz ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad o kevaraezañ studi sugañ pervezel ar glukid où. Goude bezañ euvret 25 g D-ksiloz (sukrenn sugadus, ankennevidet er bevedeg hag ezvevennet gant an troazh) e vez kavet ent reol etre 5 hag 8 g (etre 33 ha 53 mmol) en troazh borc'het e - doug ar 5 eurvezh da heul. Un ezvevennadur izeloc'h eget 3,5 g a erzerc'ha ur misug pervezel.

déviation angulaire : épreuve de la ∼, épreuve de la marche en étoileBabinski-Weil testprouad g. ar monedone, prouad Babinski-Weil ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod evit lakaat war wel un direizh a 'n emgempouezañ (diwar un anaf en ilpenn pe er benvegad rakkambrel), anezhañ pediñ ar gouziviad, serret e zaoulagad, da vale dek kammed war raok, dek kammed war gil lies gwech diouzh renk ; yaek eo ar prouad pa c'hoarvez da roud e gammedoù gwariañ ingal eus ur monedone d'egile.

dexaméthasone : épreuve ou test de la ∼dexamethasone testprouad an deksametazon ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod amkanet da wiriañ amzalc'h ar gaenuslounezhenn ouzh ar c'hougorfenn : diounit a reer ur c'hortikosteroid, an deksametazon, a zo e wered diren borc'hadur ar c'haenwezher (ACTH), hag e tezventer en troazh hormonoù ar gaenuslounezhenn (17-CS, 17-OH) ; ent reol e leia feur ar remañ, digemm e van pa vez ur yoc'henn en uslounezhenn hag ez a dreist reol pa vez usweek an uslounezhenn.

diurèse osmotique : épreuve de la ∼ ◊ ◊ prouad an troazhusvorc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Studi degorzh an dour dindan wered an troazhusvorc'herioù grennel.

double anonymat : épreuve en  ∼, épreuve en double aveugle, épreuve en double insudouble-blind testprouad g. ueheprat ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn arveret en arnoderezh klinikel al liaoù evit hepkoriñ ar prizadurioù dangorek : diounit a reer d'ar gouziviad gwech ur plakebo, gwech al lia gwirion hep rat ken dezhañ, ken d'ar mezeg, un tredeour hepken oc'h anaout bewech natur an aozad diounezet.

effort : épreuve d'∼exercise testprouad g. strivañ ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod amkanet da andalañ talvoud arc'hwelel ar skevent hag ar galon, anezhañ ober d'ar gouziviad ren un embregad lavaret ha studiañ e vonedigezh analadel (gwentwezad) ha kalongwazhiedel (korvez ar galon, gwask talmerel, kalonvarrwezad) e-doug ha goude ar strivad ; da skouer, dre zec'han un heskwad tremeniat er c'haher kalon, ez anata ar prouad ur skorted kurunerel enkelat dre zec'han ezreolderioù barrwezadel (izeladur an arroud ST) ; kevrediñ a reer ar prouad strivañ gant skingannluniñ ar c'haher kalon dre an talliom 201, bihanoc'h an delenañ anezhañ e tro an heskwad.

épicutané : test ∼, épidermoréactionpatch testingprouad  g. argroc'henel aa., prouad an teltan, ezkroc'henerwezh g. ― Geriadur ar vezekniezh

Dodiñ war an ezkroc'hen hep e araskañ ul lomm eus un danvezenn evit dinoiñ kizidigezh ar c'hroc'hen outi.

épreuve(test) prouad g. ; amprouenn b. ; amprou g. ; amprouadur g. ― Geriadur an armerzh
  • épreuve de force amprouenn nerzh
  • (série de difficultés) reuziadenn b.
  • corriger les épreuves c'hwennat an amprouennoù
  • mettre à l'épreuve amprouiñ.
essaiarnod g. ; esae g. ; amprou g. ; prouad g. ― Geriadur an armerzh
  • (répété) darnod g.
  • essai de contrôle gourzhprouad g.
  • à titre d'essai da amprou
  • commande à titre d'essai urzhiad amprou
  • donné à titre d'essai roet da amprou
  • un mois à l'essai ur mizvezh war amprou
  • faire un essai (expérience) ober un taol arnod
  • faire des essais répétés darnodiñ.
essai thérapeutiquetherapeutic trialprouad g. yac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn studiañ ul lia nevez e-skoaz ul lia kent pe an ezvezañs prederiadur ; evit ma ve solius e ranker divrannañ ar c'houziviaded dre ziforzhekaat, an eil stroll o tegemer al lia, egile o tegemer ur plakebo ; er prouad hep rat (Gl.  e. t. à l'insu, Sz.  blind test) e chom ar gouziviad hep gouzout natur an aozad en deus kemeret ; er prouad daskroaziat (Sz.  cross-over test) e vez diounezet d'an un gouziviad lerc'h ouzh lerc'h lia ha plakebo pe plakebo ha lia, hag eñ dic'houzvez eus urzh an diounit, dezhañ da varn ar gweredoù ; er prouad ueheprat (Gl.  essai en double insu, Sz.  double blind test) e tiounezer d'ar gouziviad gwech ur plakebo, gwech al lia gwirion, hep rat ken dezhañ, ken d'ar mezeg, un tredeour hepken oc'h anaout bewech natur an aozad diounezet.

Flosdorf : test de ∼Flosdorf's testprouad Flosdorf ― Geriadur ar vezekniezh

Diwar ensinkladur entonennel 0,1 mL aglutinogen douhennet eus bazhell Bordet ha Gengou e tarvez, dindan 24 h, ur grugenn 1 cm led gant ar c'houziviaded graet ganto an drev pe bet vaksinet outañ ; nac'hek eo ar prouad gant ar c'houziviaded tizhadus.

freinage : test du ∼suppression testprouad an astaliñ ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da andalañ perzh ur c'horwered pe evit savelañ bezañs un usvorc'hañ pe, mar bez prouet an usvorc'hañ, evit spizañ ar wikefre anezhañ (pa ouzer, da skouer, ne vez ket astaladus an usvorc'hadoù yoc'hennien) (sl.  épreuves fonctionnelles surrénales).

fructose : épreuve de charge au ∼fructose intolerance testprouad g. gougemer ar fruktoz ― Geriadur ar vezekniezh

Imbourc'h embreget evit diournat an enzimanaezioù o tizhout kennevid ar fruktoz, anezhañ ober euvriñ 30 g fruktoz dre m2 gorread korf ; gant ar gouzrec'h bonan ne gemm nemeur ar gwadvec'hioù glukoz ha fruktoz ha n'eus fruktozegezh na glukozegezh troazh ; pa vez angougemer hêrezhel ouzh ar fruktoz, e sav a-dizh ar gwadvec'h fruktoz hag e tiskenn goude un eurvezh, tra ma vez ur gwadisvec'h glukoz brevus.

grossesse : diagnostic biologique de la ∼biological diagnosis of pregnancy, pregnancy testprouad ar vec'hiegi, deznaou bevoniel ar vec'hiegi ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad diazezet war arglask an hormon korionel gonadotrofek (hCG) — gourfaoterek e-doug ar vrazezded — e-barzh troazh pe gwad ar vaouez da imbourc'hiñ ; dilezet eo hiziv an araezad a oa dinoiñ gwered an ensinklañ troazh pe gwadveiz war stirad ganadel loened imbourc'hva ; hiziv ez arverer hentennoù herrekoc'h ha resisoc'h (hangaeoniel, skinhangaeoniel, hangaeenzimatek, hangaegendreluc'hel).

Guyon : épreuve des trois verres de ∼three glass testprouad g. an teir gwerenn ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn arveret da zinoiñ poent loc'hañ ur gwadtroazhañ ; goulenn a reer digant ar gouziviad troazhañ e-barzh teir gwerenn : 1) mar bez unliv an teir gwerennad, e teu ar gwad eus al lounezh, 2) mar bez livekoc'h an teirvet, e teu eus ar c'hwezhigell, 3) mar bez ruz ar gentañ gwerennad dreist holl, e tezreer ez eo parzh adreñv ar c'han troazh a zo o wadañ.

Hamolsky : test de ∼, T3 testin vitro uptake testprouad Hamolsky, prouad T3 ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad imbourc'h arc'hwelel ar skoedenn, anezhañ andalañ bec'h an hormon skoedel (tiroksin pe T4) e-barzh ar proteinoù en dezoug : meskañ a reer in vitro gwad ar gouziviad gant ur c'hementad hormon skoedel T3 tiellet gant iod skinoberiek ; seul vrasoc'h kementad an hormon T3 andegerc'het gant ar proteinoù dezouger seul uheloc'h enno bec'h an tiroksin.

Hirst : réaction de ∼Hirst's testprouad g. Hirst ― Geriadur ar vezekniezh

1 Erwezh gwadveizel spesadel d'ar grip : skoilhet e vez dazgludadur hemati ar yar dre viruz ar grip gant gwadveiz ar c'houziviaded o deus pe o deus bet ar grip. 2 Erwezh heñvel (skoilhañ ouzh ar gwaddazgludañ) o kevaraezañ deznaouiñ gwadveizel ar jotorell.

Howell : temps de ∼, temps de recalcification plasmatiqueHowell's testamzer Howell, pad adrazekaat ar plasma, prouad Howell ― Geriadur ar vezekniezh

Pad ar c'haoulediñ muzuliet war plasma ar gwad digaouledusaet dre azdodiñ oksalat ha neuze adrazekaet ; par eo da sammad padoù an tromboplastin-furmiñ, an trombinfurmiñ hag ar fibrinfurmiñ ; ent reol e vez gavaelet etre 2 ha 3 munud.

Hughston : épreuve de ∼Hughston's testprouad Hughston ― Geriadur ar vezekniezh

Arouez gweadenn ar glin ; ar gouziviad o vezañ gourvezet a-gein pe a-gostez, dalc'het e c'har war c'hwelañ diabarzh hag e droad war ezkamm, e c'houlanker ur plegañ-astenn ouzh ar c'har ; pa vez un anaf er stagell e kroaz araok e verzher un diskrog.

Huhner : test de ∼Huhner's testprouad Huhner ― Geriadur ar vezekniezh

Arnod graet pa vez gaonac'hded ; 24 h goude ur gediadenn revel e rener un imbourc'h korrgreskerel war sklerenn gouzoug ar grozh war-benn studiañ ar spergelligoù, an niver, ar furm, an heloc'hded anezho.

hypercalcémie provoquée : épreuve d'∼calcium infusion testprouad ar c'halkiomvec'hiañ ― Geriadur ar vezekniezh

Studi argemmadoù ar c'halkiomwadvec'h goude ensinklañ engwazhiennel herrek 0,8 mL/kg eus un dileizhenn glukonat kalkiom da 10 % ; ent reol, 15 min goude an ensinkladenn e sav ar gwadvec'h kalkiom da 125 mg/L ha diskenn d'ar feur reol (100 mg/L) goude 2h30 ; dre ar prouad-mañ ez imbourc'her gouested ar bevedeg da herzel ouzh ar gwadusvec'h kalkiom, peurgetket da vorc'hañ ar c'halkitonin ; peurliesañ e vez hiraet krommenn ar gwadvec'h e kleñvedoù ar skoedenn (ar pennsac'h eeun, ar skoedusvorc'h ha dreist holl ar skoedisvorc'h) oc'h erzerc'haat skorted borc'hañ ar c'halkitonin (sl.  calcitonine).

hyperglycémie provoquée : épreuve de l'∼, test de tolérance au glucoseglucose tolerance testprouad g. ar glukozwadvec'hiañ, prouad ar glukozvec'hiañ, prouad gougemer ar glukoz ― Geriadur ar vezekniezh

Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.

hyperpnée : épreuve de l'∼hyperpnoea test, respiratory testprouad g. an uc'hanal ― Geriadur ar vezekniezh

Muiadur diarvenn ampled an analerezh, o tevoudañ, gant gouziviaded 'zo : a) un dargrezañ kigennel, b) ur gwaskad tetaniezh, c) ur barrad droukfell, d) un diskenn trumm eus ar gwask talmerel, na c'hoarvez ket pa vez sklerozek an talmerennoù.

hypervitaminémie A provoquée : épreuve de l'∼vitamin A tolerance testprouad ar gwadusvec'hiañ vitamin A, prouad gougemer ar vitamin A ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad arveret evit studiañ kennevid an triglikeridoù : dezventet e vez ar vitamin A er gwadveiz 3, 6 , 9, 12 ha 24 h goude euvriñ 500 000 unanenn a 'r vitamin ; hemañ, dileizhet e-barzh ar c'hilomikron, a vez suget en o ser gant ar pervez ha treuzkaset d'ar gwad ; kevreizh eo feur an triglikerid er gwadveiz da feur ar vitamin A (sl.  chilomicrons, hyperlipémie, hyperlipi-démie, vitamine A).

hypoglycémie provoquée : épreuve de l'∼, épreuve de Radoslawinsulin tolerance testprouad ar glukozwadisvec'hiañ ― Geriadur ar vezekniezh

Dezventañ ar glukoz er gwad e-doug an div eurvezh da heul an ensinkladur gwazhiennel, war yun, eus 12 unanenn insulin ; ent reol e vez izelaet ar gwadvec'h glukoz eus 50 % ; ul leiâd dreist 60 % a verk ur gizidigezh reñverek ouzh an insulin (skorted an uslounezhenn pe ar c'hougorfenn), ul leiâd dindan 40 % zo arouez un insulinharzusted darnel.

immunofluorescence : méthode d'∼fluorescent antibody testhentenn an hangaegendreluc'hañ, prouad an antikorf kendreluc'h ― Geriadur ar vezekniezh

Lenañ fluoreskein ouzh un antikorf war-benn e zaskavout dre araez ar c'horrgresker el luc'h dreistmouk e-barzh ar c'hemplezhioù antikorf-antigen.

inclinaison : épreuve d'∼tilt testprouad an arstouiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da c'houzout hag arbenn un ezwal eo an iswask warsavel : gourvez a ra ar gouziviad war un daol wint a lakaer da c'hwelañ betek diraez ur savlec'h nes d'an diazerc'h ; da yaek e lakaer ar prouad mar c'hoarvez, goude un amzer hir pe hiroc'h, ur vaganad pe un ezwal diwar gouezh ar gwask sistolel.

indice (ou épreuve) d'hyperlipidémie ou d'hyperlipémie provoquée ◊ ◊ feuriader (pe prouad) an triglikeridwadusvec'hiañ pe an triglikeridusvec'hiañ pe al lipidwadusvec'hiañ pe al lipidusvec'hiañ ― Geriadur ar vezekniezh

Diforc'h etre al lipidwadusvec'hioù war yun ha 5 eurvezh goude ur pred ennañ 70 g glukid, 70 g protid ha 70 g lipid ; ent reol, e sav ar gwadvec'h lipid goude pred a etre 0,70 ha 2 g/l : muiaet e vez ar feuriader gant an arteriosklerozeion (etre 2,5 ha 3 g/l) ha dreist holl gant an aterosklerozeion, an diabeteion ha gouziviaded ar ksantomatoz.

intradermoréactionintradermoreaction, intradermal testerwezh g. endermel, endermerwezh g., prouad g. endermel ― Geriadur ar vezekniezh

Erwezh foel o tarvezout el lec'h eus ar c'hroc'hen ma voe ensinklet en derm ur boc'hed eus un danvezenn o werediñ evel un antigen (toksin, h.a.) gant hiniennoù 'zo ; graet da gentañ penn gant an tuberkulin hag al luetin, e talveze ar prouad da zinoiñ tizhadoù gant an dorzhellegezh pe ar sifiliz ; arveret e vez hiziv evit andalañ derez hangae ar c'houziviaded ouzh un niver toksinoù (difterek, tetanek, strepokokel h.a.) hag ouzh allergenoù diseurt kiriek da gleñvedoù 'zo (astma, h.a.).

jambe : manoeuvre de la ∼, manoeuvre ou épreuve ou signe de Barré (membre inférieur)Barré's sign of the legkefleuñvad ar c'har pe prouad pe arouez Barré en ezel traoñ ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvad renet war-benn dinoiñ gouseizi leiek un ezel traoñ : ar gouziviad o vezañ er rakgourvez, pleget a-skouer e zaoulin e doare m'emañ e zivc'har a-zerc'h, e c'houziz hag e kouezh war ar gwele ar c'har e tu ar gouseizi.

jeûne : épreuve de ∼prolonged fastprouad g. ar yuniñ ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad gevennañ an insulinvorc'hañ, anezhañ hanren yuniñ rik gant kemerad dour reol, war-benn lakaat war wel ur glukozwadisvec'h naouedel.

Kleihauer : test de ∼Kleihauer's testprouad Kleihauer ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn dinoiñ hemati ar grouell e-barzh gwad ar vamm, soliet war alkaliharzusted an hemoglobin krouellel.

Koller : épreuve de ∼Koller's testprouad g. Koller ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da erc'hwiliañ arc'hwelerezh an avu dre vuzuliañ amzer Quick a-raok ha goude diounit vitamin K ; pa zistro un amzer Quick re hir d'ur werzhad reol goude ar sankadenn, e tezreer bezañs un negez enankañ pe sugañ ar vitamin K gant ur gouziviad bonan e avu ; hiraet e chom avat pa vir ur skorted avu a zanveziñ ar vitamin.

lactose : test de tolérance au ∼lactose tolerance testprouad gougemer al laktoz ― Geriadur ar vezekniezh

Pa vez un den bonan, e bervez o vorc'hañ reol al laktaz, oc'h euvriñ 1 pe 2 l laezh, e sav dreist 2 g/l e wadvec'h glukoz, endra chom izeloc'h ar feur-se e tro un isvorc'h laktaz, eleze un angougemer laktoz.

Lancaster : épreuve de ∼Lancaster's testprouad  g. Lancaster ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn diournat ha dezrannañ ar seizioù lagadloc'hadel, oc'h arverañ ur skramm murel tezellet, gwerennoù livek ha pokoù luc'h.

Landis : épreuve de ∼Landis's testprouad Landis ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da andalañ heforzhded ar c'horrwazhied, anezhañ dec'han an dassav e gwazhiennoù ur vrec'h hag, a-benn 30 min, erlemel gwad e pep hini eus an div vrec'h ha keñveriañ, en daou standilhon, feur an hemati, an hemoglobin, ar protidoù hollel, ar c'heñver albumin-globulin, douhennad sec'h ar plasma hag ar gwad hollel ; dre geñveriañ an disoc'hoù e jeder ar fuad dour ha proteinoù c'hoarvezet a-dreuz speurioù korrwazhied ar vrec'h dindan dassav.

leucocytes : test d'inhibition de la migration des ∼leucocyte migration inhibition testprouad heudiñ emdizh al leukokit ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da imbourc'hiñ kizidikadur al leukokit (pe ar makrofag) ouzh un antigen ; penn digor ur vrigerenn dall leuniet gant un arlugad limfokit a souber en ur gibanad metoù tiñvañ ouzhpennet dezhañ an antigen ; goude 18 h e-barzh un tesaer da 37°C e stader o deus emdizhet al leukokit d'ar gibanad a-bezh pa nad int ket kizidikaet ouzh an antigen pe, en eneb, mard int kizidikaet, ez eo bet heudet o emdizh hag e chomont gronnet ekreiz ar giban en dro da benn ar vrigerenn ; prouad hemañ a gevaraez erc'hwiliañ an hangae dre handizh kelligel (sl.  facteur inhibiteur de la migration (des leucocytes et des macrophages), hypersensibilité différée ou retardée : réaction d', immunité, immunité).