Preder
Bence-Jones : protéine de ∼Bence Jones's proteinprotein BenceJones ― Geriadur ar vezekniezh

Protein bezant e gwad hag e troazh gouziviaded kleñved Kahler ha kleñvedoù all evel gwadvakroglobulinegezh Waldenström, a un luniad gant digorvelloù skañv a rizh k pe l an immunoglobulinoù monoklonel.

hétéroprotéineconjugated proteinheteroprotein g., protein g. keveilet ― Geriadur ar vezekniezh

Stroll proteinoù kemplezh, o tisoc'h diouto dre zourrannañ amindrenkennoù ha danvezennoù anprotidek (strolloù prostetek) ; o isrannañ a reer etre ar glukoproteinoù (mukin), lipoproteinoù, nukleoproteinoù, kromoproteinoù (hemoglobin) ha fosfoproteinoù (kazein).

holoprotéinesimple proteinholoprotein g., protein g. eeun ― Geriadur ar vezekniezh

Stroll proteinoù a zisoc'h diouto dre zourrannañ amindrenkennoù hepken pe dost ; o isrannañ a reer e protaminoù, histonoù, albuminoù, globulinoù ha skleroproteinoù ; en o zouez emañ ar seromalbumin, ar seromglobulin, al laktalbumin, ar c'heratin, h.a. (sl.  hétéroprotéine, protéine).

protéineprotein g. & s. -où ― Geriadur ar geginouriezh
protéineprotein g. -où ― Geriadur ar gimiezh
protéineproteinprotein g. -où ― Geriadur ar vezekniezh

Bevgediad, daskediad amparet diwar amindrenkennoù evel monomeroù. C'hoarvezout a ra an digorvelloù eus 50 da 1000 molekul monomer. A-douez an 200 amindrenkenn anavezet n'eus nemet 20 o tasperzhiañ e kenaoz proteinoù ar bronneged. Ar re-se zo dezho ur roll gourfouezus, o vodañ arc'hwelioù bevedel (enzimoù, hormonoù, kromozomoù, viruzoù), arc'hwelioù dezougen (hemoglobin, gwadveiz-albumin, proteinoù kennennel), arc'hwelioù difenn (immunoglobulinoù), hag ivez evel dafarennoù luniadel (kaherioù, migern, kroc'hen, blev). O rannañ a reer en holoproteinoù (pe proteinoù eeun) hag en heteroproteinoù. E rezh gwidennadur eeun a amindrenkennoù, e lavarer ez eo kentael luniad ar proteinoù. Bezañs arreat ar strolloù bleinel –CO–NH–, atomennoù sulfur zoken, zo araezus da lies kraf kimiek gallus, pezh a stabila muioc'h al luniad. Furmadur ereoù etre strolloù bleinel –CO hag –NH ankefin a zisoc'h gant luniadoù anvet eilvedel unvent (biñs eeun, luniad α – Pauling, 1951) pe divvent (feilhennoù krizet, luniad – Pauling, 1951) pe divvent (feilhennoù krizet, luniad β). Dindan wered al lies load en araez da zazgwerediñ c'hoazh e c'hell al luniad eilvedel, pe emzistummañ etrezek ur c'hefluniad teirment, anvet luniad ). Dindan wered al lies load en araez da zazgwerediñ c'hoazh e c'hell al luniad eilvedel, pe emzistummañ etrezek ur c'hefluniad teirment, anvet luniad tredeel. Unel eo an kez kefluniad, delanvadet kreñv avat gant ar metoù dourel diavaez (gwrezverk, pH, bec'h). Bez' e c'hell ivez ar c'hefluniad-se kevrediñ ouzh reoù all hag amparañ ul luniad pevareel (da skouer : an hemoglobin).

protéine Cprotein Cprotein C ― Geriadur ar vezekniezh

Protein enepkaoulediñ a 'r plasma, heuder ar parennoù V ha VIII. Furmet en avu e c'hell an divig anezhañ bezañ arzeuat pe c'hanedigel.

protéine C réactiveC reactive protein, CRPprotein C dazgweredus ― Geriadur ar vezekniezh

Protein anreol a 'r gwadveiz o tinodiñ pa vez tanijenn, marvenn pe yoc'henn, dezhañ ar perzh da gediañ gant polisakarid C somatek ar pneumokok, alese e anv.

protéine du choc thermiqueheat shock proteinprotein ar gwrezstroñsad ― Geriadur ar vezekniezh

Protein enaozet da heul ur c'heuziad gwrezel, oloksigenel pe all, ouzh ar bevedeg.

protéine kinaseprotein kinaseprotein kinaz ― Geriadur ar vezekniezh

Enzim o treluskañ dazgwered treuzdoug ur bonad fosforil (PO 3 2- eus an adenozin trifosfat (ATP) war stroll hidroksil (–OH) digorvelloù kostezel an amindrenkennoù dezho ur soaz alkool, serin, treonin ha tirozin :

protein–OH + ATP protein–O–PO protein–O–PO 3 2- + ADP.

protéine Sprotein Sprotein S ― Geriadur ar vezekniezh

Protein plasmatek enepkaouledus nes d'ar protein C hag a gresk ar gwered anezhañ. An divig ganedigel anezhañ, rouez, a c'hell devoudañ ur c'hleñved trombozenfraouek.

protéine tautau proteinprotein τ ― Geriadur ar vezekniezh

Unan eus proteinoù ar c'helligatel, aroustaler ar c'horrbibelloù. An dazadur anezhañ a zevoud an dic'henezhadur nervwianel arsellet e kleñved Alzheimer.

protéine Zprotein Zprotein Z ― Geriadur ar vezekniezh

Glikoprotein plasmatek e dalc'h ar vitamin K. Bevenaozet moarvat en avu, ar gwered bevedel anezhañ war ar c'haoulediñ zo pell a vezañ anavezet mat evit c'hoazh.

protéinémieproteinemiagwadvec'h g. protein, proteinwadvec'h ― Geriadur ar vezekniezh

Bec'h ar proteinoù e plasma ar gwad, reol etre 70 ha 80 g/l. Ar proteinoù-se a c'hoarvez eus an albumin, ar globulinoù hag ar fibrinogen.

protéinorachiecervicospinal fluid proteinskeinvec'h g. protein, proteingeinvec'h ― Geriadur ar vezekniezh

Bec'h ar proteinoù el liñvenn empennmelel (evit an albumingeinvec'h zo bec'h an albumin, tra ken). Ar werzhad reol anezhañ zo gavaelet etre 0,20 ha 0,40 g/l.

protéinurieproteinuria1 troazhproteinegezh b. 2 troazhvec'h g. protein, proteindroazhvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Bezañs proteinoù en troazh 2 Feur ar proteinoù en troazh.

protideprotein, protideprotid g., protein g. ― Geriadur ar vezekniezh

An termen protid a erdal an amindrenkennoù, ar peptidoù hag ar proteinoù. An amindrenkennoù — ugent anezho — zo kedrannoù diazez ar proteinoù hag ar peptidoù.

sex binding protein (SBP)Testosterone Binding Globulin or Testosterone-Estradiol Binding Globulin or Sex Hormone Binding Globulinprotein o kediañ ouzh an hormonoù revel (PKHR) ― Geriadur ar vezekniezh

Glikoprotein borc'het gant an avu, o kediañ ouzh an hormonoù revel er plasma.