Preder
indice d'infectioninfectivity ratefeur poreañ ― Geriadur ar vezekniezh

Niver dre gant a 'n dud tizhet gant ur c'hleñved (paludegezh) en un taread edoug ur prantad.

infecterto infectporeañ 2 louezañ ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-berzh hadennoù kleñvedel, enteiñ er bevedeg ha neriñ. 2 A-zivout ur metoù bevel (liñvenn da ensinklañ) pe oberatael (kroc'hen ha dafar), bezañ gouziblet gant hadennoù lestek (sl.  contamination, désinfection).

infectioninfectionporeañ 2 poreadur g., poread g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout garvevion, enteiñ, neriñ ha devoudañ dizurzhioù e-barzh ur bevedeg. 2 Stad ur bevedeg aloubet gant garvevion (bakteri, viruz, foue, arvevad) en araez da neriñ ha da zec'han anadennoù kleñvedel (anafoù, erwezhioù hangaeel) ; pa na vez ket erzerc'hadoù klinikel e komzer eus poreadur enkelat (Gl.  infection occulte pe inapparente), eus poreadur diskelat (Gl.  infection patente) pa vez diouto ; pa vez garvevion bezant er bevedeg hep devoudañ ennañ strafuilh ebet, e reer eus ar gouziviad un douger yac'h (Gl.  porteur sain), ha n'eus ket anv ken eus poreadur, met eus dougerezh (Gl.  portage).