Polip foel kuñv evodet diouzh kev ar garvan etrezek kavenn ar fri, ouzh he steviañ a-wechoù .
Fibrom ensteudet war dalbenn traoñ ar genneg, a stader war ar baotred etre 15 hag 20 vloaz, en ervez da yutaat (sl. cavum).
Yoc'henn, kuñv peurliesañ, evodet diwar ur goload epitelel kranennek pe kranenndiñsek, ensteudet dre un droadenn gwech ledan ha berr, gwech moan ha hir, e speur ur gavenn naturel, stadet war an darn vuiañ eus ar glaourgennoù (kolon, krozh, gouin, h.a.) hag e-barzh ode diavaez ar c'hleved (sl. nasopharyngien : polype ∼ ).