Elfenn gimiek, arouez Pb, niverenn atom 82, metal amzaralladus en aer, blot hag aes da c'houzelviñ ; dañjerus eo euvriñ kediadoù ar p., ha pistriusoc'h c'hoazh o dewentañ e rezh uloc'h pe vurezh ; e-touez dañjerusañ deveradoù ar plom emañ ar c'harbonat bazek pe gwenn plom (Gl. céruse), livegenn bet arveret er penturioù, berzet e zanveziñ abaoe ar bloavezhioù 1950, hag ar plom tetraetil, distaraner a ouzhpenned d'an treloskoù, dilezet ivez hiziv (sl. colique de plomb, saturnisme).
La sonde à main est constituée d'un plomb de 0,5 à 1 kg et d'une ligne graduée de 50 mètres environ.
Ur plom etre 0,5 hag 1 kg hag ul lin dereziek e-tro 50 m a ya d'ober ar gourheder.