Preder
bases tampons du plasmabuffer basesbazennoù skurzer (ar plasma) ― Geriadur ar vezekniezh

Sammad anion ar plasma gwad a zo o bec'h e dalc'h argemmoù bec'h an ion H + er gwad, o roll enta skurziñ argemmoù ar pH ; ar pennañ skurzerioù zo ar bikarbonatoù, ar proteinatoù hag an hemoglobinatoù.

charge virale (plasmatique)viral loadsamm viruz (er plasma) ― Geriadur ar vezekniezh

Dewerzhadur an unvezioù viruz bezant er plasma, jedet dre vuzuliañ ar c'hementad DNA (eus viruz an avufo B) pe RNA (eus ar VIHAD) ; en dromañ diwezhañ e komzer a samm izel pa vez dindan 5 000 azeilad/mL, a samm uhel pa vez dreist 30 000 ; an dezverk gwellañ eo hiziv evit ditouriñ derez dasparañ ar viruz er bevedeg ha dre se dedroüsted ar c'hleñved.

concentration ionique du plasmaionic concentration of the plasmabec'h g. ion ar plasma, ionblasmavec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Feur an ion liesseurt e plasma ar gwad ; en e zalc'h emañ grenn ha kempouez trenkek-bazek ar plasma (sl.  ionogramme).

écran à plasmaplasma screenskramm plasma ― Geriadur ar stlenneg

Skramm o c'hoarvezout a ziv feilhenn wer plaket ouzh daou dal ul laonenn wer dastoullet ingal a-garrez ; ar c'helligoù o tisoc'h a vez leuniet gant ur meskad aezhel diwar neon, o vont luc'hus en aozioù ionaat 'zo.

exhémie, exsiccoseexsiccosis, plasma lostisvec'h g. plasma, ezwad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Leiadur ec'honad ar gwad amredat, displeget, hervez an aozerion, dre azdalc'h ur c'hementad dour er gwiadoù pe dre ur fuadur dour e-maez ar c'horrwazhied aet rehedreuz.

flux plasmatiqueplasma flowlanvad plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Kas dewerzhet e mL/min eus plasma ar gwad o treuziñ un organ pe un tiriad lavaret ; lanvad plasma gwerc'hek (Gl.  flux plasmatique efficace, Sz.  effec-tive plasma flow) eo kas ar plasma o perzhiañ en arc'hwel spesadel an organ, da skouer, lanvad plasma gwerc'hek al lounezh eo an hini a zegouezh en nefron, o perzhiañ en aozadur an troazh (e-tro 90 % eus al lanvad hollel).

Howell : temps de ∼, temps de recalcification plasmatiqueHowell's testamzer Howell, pad adrazekaat ar plasma, prouad Howell ― Geriadur ar vezekniezh

Pad ar c'haoulediñ muzuliet war plasma ar gwad digaouledusaet dre azdodiñ oksalat ha neuze adrazekaet ; par eo da sammad padoù an tromboplastin-furmiñ, an trombinfurmiñ hag ar fibrinfurmiñ ; ent reol e vez gavaelet etre 2 ha 3 munud.

hypertonie osmotique du plasma : syndrome d'∼excessive osmotic pressure of blood plasmaazoniad usgrenn ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad azonoù diwar uheladur grenn ar plasma hag an dourisvec'h kelligel dianlenat : itik, sec'hded glaourgenn ar genoù, koll pouez, asikted, morgud, trec'hwezh, terzhienn skañv, troazhisvorc'h, gwadusvec'h urea ; azoniad devoudet gant uheladur feur kevionennoù ar plasma (natriom) dre adavadur dour : lounezhel (diabet heuz, troazhusvorc'h grennel diabeteion 'zo, h.a.), koazhadel (c'hweladurioù, suc'hadurioù stomok, darc'hoalioù), kroc'henel (c'hwezennoù), analadel (briantenbenañ), pe dre ziouer an enankadoù dour ; en ervez da zisoc'h gant ur c'homa uc'hosmoler ; strafuilhoù o kizañ da heul an diounit dileizhennoù isgrennek kevret gant an hanren hep holen.

hypotonie osmotique du plasma : syndrome d'∼syndrome of osmotic hypotonia of the plasmaazoniad isgrenn ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad azonoù diwar izeladur grenn ar plasma ha, da heul, an dourusvec'h kelligel o tarvezout e stadoù isvec'h ar c'hevionennoù plasmatek (natriom pergen), azoniad dec'hanet gant koll an holen (c'hweladoù, darc'hoal, skorted uslounezhel lemm) pe gant azdalc'h lounezhel an dour (skorted al lounezhi pe ar galon) ; anv a reer neuze eus azoniad pistriadur dre an dour, naouus dre an anilboued, an doñjer ouzh an dour, glebder glaourgenn ar genoù, ar c'hweladoù, an troazhisvorc'h, ar gwadisvec'h natriom ha klor, ar gwadusvec'h urea, an asikted, ar glazoù, ar c'hlopennad, ar goabrennegezh, ar glizi hag ar c'homa a-wechoù  ; d'e brederiañ ez argrenner an euvriñ dour ha, diouzh ret, e tiounezer holen.

indice biliaire plasmatique, IBP ◊ ◊ ditourenn vestlel ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Niver o tenaouiñ bec'h al livegennoù bestlel er plasma muzuliet war eeun dre livventerezh ; ent reol emañ an niver-se etre 1,6 hag 1,8 ; sevel a ra betek 5 pe 6 pa anad an ikter.

osmotique : pression ∼ efficace du plasma ◊ ◊ grenn gwerc'hek ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Grenn kevionennoù ar plasma, o perzhiañ en eskemmoù dour etre ar gennadoù en- hag ezkelligel ; an diforc'h eo etre ar grenn hollel (eus 308 da 310 mOsm/l) ha grenn an urea hag ar glukoz ; ent reol, emañ g.g.a.p. etre 292 ha 308 mOsm/l (sl.  comprimé, oncotique : pression ).

plasmaplasma g. -où ― Geriadur ar fizik
plasmaplasmaplasma g. ― Geriadur ar vezekniezh

Kedrann liñvel eus gwiadoù 'zo ; p. ar gwad, (Gl.  p. sanguin), kedrann eus ar gwad er feur reol a 550 g/l, liñvenn m'emañ en arlug an elfennoù luniek.

plasma frais congeléfresk frozen plasmaplasma fresk skornet ― Geriadur ar vezekniezh

Plasma eraozet adal gwad ur roer hepken, disparti en ur metoù kloz ha skornet e-doug 6 h d'ar muiañ goude an erlemel ; miret e vez ur bloavezh pad d'ar muiañ d'ar gwrezverk -30°C ; e zanveziñ a reer goude un diskornañ herrek e-barzh un enkae gwrezstabil da +37°C.30°C ; e zanveziñ a reer goude un diskornañ herrek e-barzh un enkae gwrezstabil da +37°C.

plasma : succédané du ∼plasma volume expandererlec'hiad  g. ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Liñvenn golloidel (albumin, dekstran), kevatal he gwask onkotek da hini ar plasma, a drefenner er wazhienn en amkan kevassav arwastadez ar gwad ha mirout ouzh ar gwadisec'honad, eleze ouzh fuadur ar plasma d'an ec'honenn ezwazhiedel (Gl.  espace extravasculaire), (sl.  colloïdal : état , compensa-tion, équilibre , compensa-tion, équilibre 3, hypovolémie).

rénine : activité ∼ du plasma (ARP)plasma renin activityperzh g. ar renin er plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Muzuliañ borc'hidigezh ar renin gant al lounezh diwar-bouez dezventadurioù skinhangaeel ha dewerzhet e kementad angiotensin dilaosket dre litr plasma ha dre vunud. Ar gwerzhadoù reol a vez 1, 1 ± 0, 8 ng/mL/h pe 0, 9 nmol/L/h, evit ur gouzrec'h gourvezet abaoe 10 eurvezh ha diret d'un hanren sall reol. Uhel e vezont en uswask yud hag en uswask dre heskwal al lounezh, hag izel kenan en azoniad Conn.

volume plasmatique totalplasma volumeec'honad g. plasma (hollel) ― Geriadur ar vezekniezh

Ec'honad ar plasma bezant er bevedeg, e-tro 43,5   mL/kg .