Preder
adénome thyroïdien toxique, adénome thyrotoxiquestruma nodosaadenom pistriek ar skoedenn, pennsac'h g. nozelek ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn epitelel kuñv eus ar skoedenn e rezh un nozelenn hevonn, borc'het ganti hormonoù skoedel o tevoudañ an tireotoksikoz pa 'z eont reñverek (sl.  nodule chaud, nodule froid, goitre multinodulaire).

huile toxique espagnole : syndrome de l'∼Spanish toxic oil syndromeazoniad an eoul pistriek spagnat ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved darreuziat darvezet e Spagn e 1981 e dianlen euvriñ eoul farlotet (eoul olivez mesket gant eoul kolza dinaturet dre an anilin) ; hemañ a zevoud un derzhienn hag anafoù gwazhiedfo strewek ha, da rouestladoù dezho, erzerc'hadoù trombozenfraouek o tedreiñ etrezek ar fibroz ; liesflugezel eo an anafoù : skeventel, avuel, kroc'henel, gwadel, nervgaherel (kaherostoù, isteñv, kridoù, krenerezh) (sl.  éosinophilie-myalgies : syndrome ).

toxiquepistriek ― Geriadur ar gimiezh
toxiquetoxic1 pistriel aa. 2 pistriek aa. 3 pistrius aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout ar pistrioù, evel an anadennoù pistriel, an direizhoù pistriel pe un anaez devoudet gant ur pistriadur (diwar ul lia, da skouer), evel ar ferennlug pistriel, ar bleuz pistriel, h.a. 2 Gant perzhioù ur pistri, evel an adenomoù pistriek, an danvezennoù pistriek… 3 En ervez da gaout gweredoù ur pistri, evel un doenad pistrius, ar pesked pistrius, ar foue pistrius, h.a.