Arver amkanet da zerc'haviñ an askoradoù korf ha bred, digonusted ar sportourion pergen, anezhañ diounit gwezherioù en araez da greskiñ ar strivusted ha da c'houdaviñ anglevad ar skuizhnez (amfetamineier, aozadoù dizilbouedus pe ennevidus, kortikoidoù, androgeneier, h.a.) ; berzet eo ha handalet e vez er c'hevezadegoù.
Azdodiñ un danvezenn a gementad munut war-benn daskemmañ pe derc'haviñ perzhioù 'zo eus un aozad.
Azdodiñ ur frevenn strod d'ul ledreüzenn evit daskemmañ he ferzhioù tredanren.