Anvad genadel tanijennoù lemm pe henek pilhon an empenn pe ar mel a nep orin (poread garvevel pe pistriadur), alese niver bras ar seurtadoù arbennel anezho : p. diwar bakteri lineiat (meningokok), p. a-geñver gant an dorzhellegezh, al leptospiroz, ar velitokokiezh, ar jotorell, ar blomegezh, an darheoliad, h.a. ; da arouezioù boutin etrezo : an derzhienn hag ar strafuilhoù a ya d'ober an azoniad pilhonel (sl. méningé : syndrome ∼ ).
Seurtad pore, kuñv alies, diwar viruz peurliesañ, naouus dre un azoniad pilhonel hag ul liñvenn benn-kein boull, ennañ leukokit en ur feur izel.
Pore darreuziadek diwar ar meningokok (eus ar stroll B e Breizh) o tizhout pilhon an empenn hag ar mel a-livenn, naouus dre drummded an deroù, kreñvder an derzhienn ha feulster an erwezhioù pilhonel : dargrez ar c'hilpenn hag ar c'hein, arouez Kernig, alfo ha koma ; herrek ha marvus e veze hogos bepred an dedro kent oadvezh ar bevastalerioù.
Anvad rumm oc'h erdalañ un niver a anaezioù a orinoù kevarall, boutin etrezo arouezioù tanailh pilhonel, dedro terzhiennel kuñv adfeilhus alies, daralladoù al liñvenn benn-kein (ellimfokit, albuminegezh leiek, ezvezañs hadennoù d'an ensellout eeun), anezho furmoù pilhonel al leptospirozioù, pilhonfoioù viruzel (kleñved Armstrong, pilhonfoioù jotorellel, senklel, erorel, furmoù 'zo eus an empennfo darreuziadek hag eus kleñved Heine-Medin), nervvrukellozioù er furm bilhonel ha furmoù 'zo a chom dianav o arbenn.
Tanijenn c'houlemm pe henek ar pilhon youst hag ar c'havennoù endan-dev hag endan-gevnidek e par an empenn hag ar mel, gant uc'hec'honad al liñvenn benn-kein ; strewek (p. s. hollel, kambrel pe empennfoeñvel) hag oc'h erzerc'hañ dre un azoniad uswask enklopennel, pe lec'hiek (p. l. kantet, kistel, araknitiz) da heul tilhennadurioù kloz pe klosoc'h, o wiskañ neuze furmoù klinikel liesneuz o tennañ da hini ar yoc'hennoù ; devoudet e vez gant ur poread pe un daraez ; alies ne zeznaouer ket e arbenn.
Poread diwar Leptospira pomona — anvet ivez leptospiroz ar voc'herion pe kleñved ar voc'herion yaouank —, treuzkaset eus ar moc'h d'an denion, oc'h erzerc'hañ da gentañ dre azonoù heñvel ouzh re un derzhienn difoidel dezhi un deroù trumm, heuliet gant ur mutvezh berr ha war-lerc'h gant un azoniad pilhonel nad a ket ouzhpenn 48 eurvezh. Dedreiñ a ra etrezek ar pare hogos bewech (sl. porchers : maladie des jeunes ∼ ).
Teskad tri azon pennañ an azoniad pilhonel : klopennad, c'hweladoù, goustivadur (sl. méningé: syndrome ∼ ).