Arouez astaliñ, " . ".
Brizhenn vunut, ergorenn weledel ken bihan ma ne reer ket stad eus he mentoù ; sk. : ur pik luc'h.
1 Dilive trumm ha berrbad a stumm gant ur spilhenn, stadet en ur c'hevregad (barrwezad, tredanfraouad, tredannizhwezad, stenweread, h.a.) (sl. électro-stimulus, monoclonal, pointe, pointe-onde). 2 Muiâd trumm un argerzh bevedel, sk. : bomm eleozinofil (Gl. pic éosinophilique), renn kreskiñ ar gaezouregezh (Gl. p. de croissance pubertaire), borc'hadur uc'hat (Gl. p. de sécrétion).
Elfenn eus an empennvarrwezañ, anezhi ul luskellad a heled bras (100 µV ha muioc'h), berrbad (etre 40 ha 60 ms), 3 hanrann ouzh he ober : o sevel, o tiskenn dindan ar regenn geittredan (sl. ligne isoélectrique) (pe diazregenn, Gl. ligne de base) hag o sevel en-dro ; anadenn c'hrezvarrek, digevret pe arreat, oc'h erzerc'haat hegeuz ar bluskenn empenn ; ar p. gorrek (Gl. p. lente), hiroc'h pad an trede hanrann anezhañ, a stader en droukfell ividig ; ar p. kernboent (Gl. p. vertex), p. gorrek a heled bihanoc'h, a noter da geñver fraouadoù klevedel.