Preder
angor intestinal, angor abdominal, ischémie intestinale paroxystiqueintestinal anginakevenkez pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Laur kof e rezh ur c'hlaz pe ur sparl, diouzhtu goude ar predoù, a-geñver gant skorted henek an eroueriañ e tachad talmerenn uhelañ ar gandedenn ; dre e zistro reoliek e tegas ar gouziviad da zioueriñ boued ; en degouezhioù grevus e tedro d'ar fallezh pe d'ar marv diwar angwazhiad ar pervez.

antiseptique intestinalintestinal antisepticdilester pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Danvezenn dilestus diounezet dre euvriñ, ansuget gant ar benvegad koazhañ, gwezhus ouzh un niver hadennoù kleñvedus er pervez.

cholangio-entérostomiecholangioenterostomybestladforzhañ er pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Skarvañ surjianel ar forzhioù bestl ouzh ar pervez.

cholédocho-entérostomiecholedochoenterostomybestlsanadforzhañ er pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Skarvañ ar san vestl ouzh ar pervez, penn-ouzh-tu pe tu-ouzh-tu.

entéromyxorrhéemyxorrhoea intestinalisglaourver g. pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Usvorc'h glaour pervez a stader dreist holl gant ar c'houstividi hag, ent klasel, an neurasteneion.

flore intestinaleintestinal floragarveveg b. -i pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Kevredad spesadoù bakteri kemmagat o trigañ er pervez.

hépatocholangio-entérostomiehepatocholangioenterostomyavuvestladforzhañ er pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Skarvañ forzhioù bestl bras enavuel ouzh ar pervez, gwezh renet pa vez steviet ar san vestl ha san voutin an avu.

infarctus de l'intestin, infarctus entéromésentérique ou mésentériqueintestinal infarctionangwazhiad ar pervez pe ar gandedenn, angwazhiad pervezkandedennel, azoniad heskwadel ar pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad kof lemm diwar skorted trumm an amred gwad e tachad uhelañ ar gandedenn (enfroù pe dromboz) o tec'han amfuadur en un tamm bras pe vrasoc'h eus speurenn ar pervez hag ar gandedenn geñverek hag o tisoc'h gant tanailh an ampelenn hag un antreizh pervez grevus.

intestinintestinepervez g., TA intestinum ― Geriadur ar vezekniezh

Lodenn a 'r ganol vezhur etre ar stomok hag ar fraezh, o c'hoarvezout eus ar vouzellenn voan (TA  i. tenue), tri farzh ouzh he ober : an daouzegenn, ar yunegenn, ar glunegenn, hag eus ar vouzellenn dev pe kolon (TA i. crassum pe colon), c'hwec'h parzh ennañ : sac'henn, kolon a-sevel, kolon treuz, kolon aziskenn, kolon sigma, youlc'h (darn diwezhañ hemañ o vezañ kanol ar fraezh) (sl.  cæcum, canal anal, côlon, duodénum, iléum, jéjunum, rectum).

intestin irritable : syndrome de l'∼, colopathie fonctionnelleirritable bowel syndromeazoniad ar pervez hegeuziek, kolonanaez g. arc'hwelel ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad koazhadel henek stadet paot er broioù diorreet, anezhañ un teskad strafuilhoù ec'hanaf diseurt : poan gof, stambouc'h, darc'hoal ha goustivadur pebeilat, oc'h anadiñ en holl oadoù hag o padout bloavezhioù.

lavage de l'intestinenemaengwelc'h ar pervez, enema g. -où ― Geriadur ar vezekniezh

Ensinklañ liñvenn er youlc'h dre ur c'horzan sanket er fraezh, meur a amkan dezhañ : terriñ war ar goustivadur, karzhañ an oulenndoñvoù, naetaat ar youlc'h en amboaz un imbourc'h, ebarzhiñ un demeraer e sell da skinluniñ ar c'holon (enema baritek, Gl.  lavement baryté).

NOTENN : Lakaet er-maez ar c'herienn Gl.  lavement baryté, e tenn Gl.  lavage d'intestin da gemer lec'h an termen Gl.  lavement el lizheradur mezegel ; istorel eo aet Gl.  clystère hag e gendezneuziad Br.  krizal (diwar hGr. klust'hr), oc'h aroueziñ ken ar strinkell arveret da ziounit an engwelc'h pervez, ken an engwelc'h e unan ; krediñ a ran kinnig Br.  enema (diwar hGr.  >'enema) arveret hiziv e meur a yezh (saozneg, spagneg, h.a.) evit aroueziñ an engwelc'h pervez.

occlusion intestinaleileus intestinal obstructionantreizh g. pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel an holl darvoudoù lemm a-geñver gant un anforzh arc'hwelel (nervel, foel, migennevidel) pe dreloc'hel (steviadur pe dagelladur) eus oaled ar pervez (ken ar vouzellenn voan, ken ar c'holon), oc'h astaliñ razh ha padus trehentadur an oulennoù hag an aezhennoù (sl.  iléus, invagination, volvulus).

schistosomiase intestinaleintestinal schistosomiasisskistozomiaz pervez ― Geriadur ar vezekniezh

Anvet ivez skistozomiaz Manson, devoudet gant Schistosoma mansoni, naouus dre un tizhad avu ha pervez.

tronc intestinal lymphatiqueTRUNCUS INTESTINALISkef g. ar pervez. ― Geriadur ar gorfadurezh
VIPVIP (Vasoactive Intestinal Peptide)VIP, peptid pervez gwazhiedwezhus ― Geriadur ar vezekniezh

O teanviñ un nervdreuzkaser gwazhiedfrankaus, reoler al loc'hañ pervezel, ar borc'hañ pervezel, kreuzel hag an enborc'hañ ilgreizel. Bezant eo ar VIP er ganol vezhur hogos en he fezh, en ilgreiz, ar vezonuslounezhenn, an nerveg kreiz. An usvorc'h anezhañ zo kiriek da azoniad Verner ha Morrison (sl. Verner et Morrison : syndrome de ).