Preder
dossier médical personnelpersonal health recordteuliad mezegel personel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad keladoù stlennekaet a-zivout diagentoù personel ha familhel ur gouziviad (evit pep anaez, disoc'h an arselladennoù klinikel hag amglinikel, danevell ar c'huzuliadennoù arbennik, ar c'hlañvdiadurioù, ar prederiadurioù, an oberatadennoù, dedroadur pep darvoud yec'hed) ; hervez al lezenn e Frañs e c'hell ar gouziviad kaout kennaouadur eus e deuliad mezegel.

information nominativepersonal datastlenn personel, roadennoù personel ― Geriadur ar stlenneg

Rizh roadennoù kevaraezus da hennadiñ an dud. En darn vuiañ eus ar riezoù e vez reolennet strizh kewerierezh emgefreek ar roadennoù personel.

ordinateur personnel, ordinateur individuel, ordinateur domestique, monoposte, station autonome, PCpersonal computer, PCurzhiataer personel, UP, urzhiataer hiniennel, urzhiataer tiadel, (hanva g. ―où ) unstael, hanva emren ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer unstael a arver hiniennel.