A-zave d'ar feskenn, sk. : kigenn vrasañ ar peñs, musculus gluteus maximus, TA 1998 Gl. muscle grand glutéal (PNA 1950 Gl. muscle grand fessier).
Dermatoz a 'r magadelled naouus dre ar vezañs war ar feskennoù ha parzh krec'h diabarzh an divvorzhed eus nozelennoù kemparzhek a vent d'ur gerezenn, gant hiperkeratoz ha hiperakantoz an epiderm hag ensiladur an derm gant plasmokit ha granulokit, o tedreiñ emdarzhel d'ar pare dindan un nebeut mizioù ; kevarguzet e van an arbenn : kandidoz evit aozerion 'zo, erwezh ouzh un haluzenn pe ur c'hortikoid diounezet ouzh ur c'hroc'henfo (alese an anvad rumm halogenidoù struzhennek ar vabaned, Gl. halogénides végétantes infantiles).
1 Araezad serriñ ur flañchad surjianel pe un enloezad kleñvedel en un organ kleuz dre grafaelañ ouzh ar brielloù anezho ur pezh degaset a lec'h all : gwiad pe organ erlamet diouzh ar gouziviad e unan pe osod kevanaozel, da skouer un tammad bronkez ambenet evit barrañ un odead pe parraat ouzh un isvoll briant-bronkez. 2 Pegsun bihan arveret evit diounit un danvezenn dre an hent treuz-kroc'hen (sl. épicutané : test ∼ ).
Argrezad kigennoù ar peñs gant askennad nant ar peñs, devoudet gant broudadur kroc'hen ar peñs.