Kleñved tredizhus darreuziat, eus stroll an terzhiennoù dispuilhat, kevredet peurliesañ ouzh un darreuziad ruzell pe ruzig, naouus dre un dispuilhad maelennoù o taskantañ e par an dremm, astennet d'an izili, hebiat d'ar c'hef, hep enantem, gant azonoù hollek leiek ; devoudet e ve gant ur parvoviruz (ar parvoviruz B 19).
Raktres imbourc'h savet gant Japaniz e 1979 da degaset dirak ar gumuniezh stlennegel bed e Tokyo e 1981. Amkan ar steuñv a bempet remzi a denn da c'hougevaniñ ergrafoù an naouegezh alvezel, ur c'halloudezh riñvañ bras sternet ouzh un ijinenn a-stur a-vras hag ostilhoù emziviz den-ijinenn gouremdro, naouaat ha kevanaozañ ar gomz.