Preder
carus, coma carus, coma aréactif, coma stade IIIcomplete comapeurgoma g., koma g. anerwezh, koma pazenn III ― Geriadur ar vezekniezh

Koma don gant distresadur an arc'hwelioù nervstruzhel, naouus dre steuz an damougoù, an ezvezañs eus pep erwezh ouzh ar fraouadoù skiantennel, strafuilhoù muiek en analañ hag en amred ar gwad.

coma vigil, coma réactif, coma stade Ilight comakoma defraouek, koma pazenn I ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad koma naouus dre ar goabrennegezh, an alfo hag ar c'hefroù ; ar gouziviad a zigor e zaoulagad pa gomzer outañ.

marche, escalierpazenn b. pazinier ― Geriadur ar jedoniezh
oral : stade ∼oral stagepazenn b. c'henaouel ― Geriadur ar vezekniezh

(Bredelfennerezh) pazenn gentañ en emdroadur al libido, naouus dre sourusted ar genoù hag an divweuz evel tachadoù erogen : dre oberiezh an emvagañ emañ frammet an darempred kentañ ouzh ergerc'henn, darempred a rizh genaouel a-geñver gant an emvagañ hag ar gougorfañ hervez an euladoù : debriñ, bezañ debret (sl. GBLF § 1257).

phallique : stade ∼phallic stage or phasepazenn b. gastrel ― Geriadur ar vezekniezh

Pazenn eus frammadur bugelvezhel al libido o tont war lerc'h ar pazennoù genaouel ha fraezhel, merket gant unanadur al luzadoù darnel dindan hol an organoù genel, gant angreriadur an organ gourel nemetken, ar c'hastr pe falluz, buhezet evel bezant no ezvezant (sl. GBLF §§ 909, 1256).

stadestage, stadium, phase, periodlankad g., pazenn b., stad b. ― Geriadur ar vezekniezh

Pep hini eus an derezioù a c'haller diverzhout en un anadenn, e-doug diorreadur ur bevedeg, e dedro ur c'hleñved, h.a.

stade du miroir (Lacan)pazenn an drec'h ― Gerva an brederouriezh
stade du miroir (Lacan)drec'h : pazenn an – ― Gerva an brederouriezh
Stade du miroir.Spiegelstufe.mirror’s stage.pazenn ar melezour, pazenn an drec’h. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hervez J. Lacan, prantad en amparidigezh boud mab-den, o tegouezhout etre ar 6t hag an 18t miz kentañ : ar maban, dic’halloud c’hoazh da genurzhiañ e fiñvoù, a ragarvez unanded e gorf dre emhevelebiñ ouzh skeudenn e getpar evel furm hollel. C’hoarvezout a ra seurt unanaat dre ragarvez e-ser ar gantouezadenn ma verz ar bugel e skeudenn er melezour — e zrec’h. Setu perak e komzer a “unanaat diwar zrec’h”, “unanaat drec’hel”.

Da-geñver pazenn ar melezour e ve divrazet egin ar me. (sl. IMAGINAIRE ; MOI).

Stade génital, organisation génitale.genitale Stufe, Genitalorganisation.genital stage, genital organization.pazenn c’hanadel, frammadur ganadel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pazenn eus an diorreadur bredrevel doareet gant frammadur al luzadoù darnel dindan hol an tachadoù ganadel ; div amzer zo ouzh he ober, etrezo an enkelvezh : ar prantad kastrel (pe frammadur ganadel bugel) hag ar frammadur ganadel ent strizh desezet da-geñver ar gaezouregezh.

Aozerion ’zo a vir an anvad frammadur ganadel d’an eil prantad-mañ, o lakaat ar prantad kastrel e-touez ar frammadurioù rakganadel.

Emdroadur mennozioù Freud en degasas da dostaat bepred muioc’h ar revelezh vugel d’ar revelezh oadour. Start eo chomet avat gantañ ar mennoz ez eo gant ar frammadur ganadel kaezoureg e teu al luzadoù darnel da unanaat hervez un urzhaz da vat, hag ar bliz en tachadoù erogen anganadel da vezañ “prientus” d’an oriadell. Pouezet en deus ivez war an devoud ez eo doareet ar frammadur ganadel bugel gant un disklot etre an darvennoù edipel hag an amziorreadur bevedel.

Stade libidinal.Libidostufe, Libidophase.libidinal stage, libidinal phase.pazenn libidinel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Tennad eus diorreadur ar bugel didermenet gant an doare ma’z eo frammet al libido dindan hol un tachad erogen ha gant trec’hded ur mod darempred ouzh ergerc’henn.

Arlakadenn ar pazennoù en em stummas a-nebeudoù e meiz Freud. E 1896-1897, en e lizheroù da. W. Fliess, e keveneb diouzh un tu prantadoù anvet “darvoudvezhioù” (Ereigniszeiten) ma c’hoarvez ar senennoù revel (kentsenenn, filenadur) ha, diouzh an tu all, an “arvoustrvezhioù” (Verdrängungszeiten). E 1897, e teu anat da Freud al liamm eus kenheuilh an amzervezhioù-se ouzh desez ha dilez “tachadoù revel” pe “tachadoù erogen” resis (rannbarzhioù ar fraezh, genou-gargadenn, an ellig). E 1905, e-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie, e keveneb ar revelezh kaezoureg hag oadour frammet dindan hol ar c’hanadelezh diouzh un tu ha, diouzh an tu all, ar revelezh vugel ma’z eus lies pal revel ha lies tachad erogen, hep meneg a hol a-berzh unan war ar re all. Etre 1913 ha 1923 e tiwan keal ar pazennoù rakganadel : genaouel, fraezhel, kastrel, doareet gant ur mod frammadur eus ar vuhez revel dindan hol un tachad erogen — hemañ avat soliet war ur rizh oberiezh o ren e pep live eus an darempred ouzh ergerc’henn ; da skouer, er bazenn c’henaouel, doareet gant ar gougorfañ, e kaver eriunelloù genaouel en oberiezhoù estreget re ar genou (anv a reer a “selloù marlonk”).

Merkomp ez eus bet arlakaet linennoù emdroadur ouzhpenn linennad ar pazennoù libidinel :

1) Freud e-unan a reas keal eus ur c’henheuilh amzerel evit a sell ar modoù diraez an ergerc’henn, ar gouzrec’h o tremen lerc’h-ouzh-lerc’h dre an enerotegezh, an narkisegezh, an debarzh heñvelreviat hag an debarzh arallreviat.

2) Un durc’hadur all a lak e penn-kont an emdroadur o tisoc’hañ gant trec’h pennaenn an dra war bennaenn ar bliz.

3) Aozerion all a gemer da amkan-daveiñ furmidigezh ar me, eleze diforc’hadur ar me diouzh ar bed diavaez, ampelladur ar boziañ, mestroni geñverel war ar c’hentrigadoù luzadel, h.a.

Stade oral.orale Stufe, orale Phase.oral stage.pazenn c’henaouel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pazenn gentañ en emdroadur al libido : ganti emañ ar bliz revel a-zalc’h dreist-holl ouzh ar broudadur, da-geñver ar boueta, eus kavenn ar genou hag an divweuz. Oberiezh an emvagañ a bourchas an euladoù arbennik a vez drezo eztaolet ha frammet an darempred ouzh ergerc’henn ; da skouer, an darempred karantez ouzh ar vamm a vo doareet gant an euladoù : debriñ, bezañ debret.

K. Abraham en deus kinniget irsrannañ ar bazenn-se hervez div oberiezh disheñvel : sunañ (pazenn c’henaouel kentrat) ha dantañ (pazenn c’henaouel-sadek).

An oberiezh chugelliñ eo he deus roet tro da Freud da ziskouez penaos al luzad revel, o kavout boz da gentañ e gouskor un arc’hwel beved, a zeu da vezañ emren ha da ziraez boziañ ent enerotek. A-du-rall, ur buhezad genaouel eo ar buhezad boziañ a zo pimpatrom glenadur ar c’hoant ouzh un ergerc’henn. Goulakaat a c’haller enta e vo diwar neuze merk ar buhezad-se war bep c’hoant ha pep boziadur.

O teskrivañ evel pazenn gentañ ar revelezh ar bazenn c’henaouel pe ganibalek — an andon o vezañ an tachad genaouel, an ergerc’henn o vezañ e diazalc’h strizh hini ar boueta, ar pal o vezañ ar gougorfañ — e lakaas Freud pouez gant ur mod darempred, ar gougorfañ ; hag, e gwir, en eriunelloù bugel, n’emañ ket ar gougorfañ a-zalc’h ouzh oberiezh ar genou hepken, met treuzlakaet e vez war arc’hwelioù all (analat, gwelout, da skouer).

Stade phallique.phallische Stufe, phallische Phase.phallic stage, phallic phase.pazenn gastrel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pazenn eus frammadur bugelvezhel al libido o tont war-lerc’h ar pazennoù genaouel ha fraezhel, merket gant unanadur al luzadoù darnel dindan hol an organoù-genel ; hogen, e kemm ouzh frammadur ganadel ar gaezouregezh, ar bugel, paotr pe blac’h, ne anavez er bazenn-mañ nemet un organ-genel, an organ gourev, ha kevatal eo kevenebiezh ar revioù d’ar gevenebiezh kastrel-spazhet.

Klotañ a ra ar bazenn gastrel gant uspoent ha diskar kemplezh Edip ; sourus eo enni kemplezh ar spazhadur.

E berr, e c’haller brastresañ ar bazenn gastrel hervez Freud evel-henn :

1) Ent dedarzhel, ar c’houblad keveneboù oberiadezh-gouzañvadezh, sourus er bazenn fraezhel, a lez al lec’h gant ar c’houblad kastrel-spazhet ; hemañ, d’ar gaezouregezh, a vo amsavet gant ar gevenebiezh gourevelezh-benevelezh.

2) E-keñver kemplezh Edip, he deus ar bazenn gastrel ur roll a bouez ; amplegad da ziskar kemplezh Edip eo gourdrouz ar spazhañ, hemañ o tennañ e nerzh eus deur ar paotr ouzh e galc’h, eus dizoloadenn he diouer a galc’h gant ar plac’h.

3) Ur frammadur kastrel zo gant ar plac’h. Stadañ diforc’h ar revioù a enaou enni gourvenn ar c’halc’h ha, da heul, gorial ouzh ar vamm n’he deus ket roet ar c’halc’h dezhi, ha debarzh an tad da ergerc’henn garantez — pa c’hell-eñ reiñ ar c’halc’h pe e gevatal argelel, ar bugel. Evit Freud, n’he devez ket ar plac’hig anaoudegezh eus he gouin.

Sl. COMPLEXE DE CASTRATION ; ENVIE DU PÉNIS ; PHALLUS.

Stade sadique-anal.sadistisch-anale Stufe, sadistisch-anale Phase.anal-sadistic stage.pazenn fraezhel-sadek, pazenn sadek-fraezhel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Eil pazenn eus emdroadur al libido, hervez Freud, a c’haller amzeriadañ etre daou ha pevar bloaz ; merket eo gant ur frammadur eus al libido dindan hol an tachad erogen fraezhel ; intret eo an darempred ouzh ergerc’henn gant euladoù a-zalc’h ouzh arc’hwel ar c’hac’hout (ezvountañ-azderc’hel) hag ouzh argelegezh ar c’haoc’h. Er bazenn-se e sour ar sadomazoc’hegezh a-geñver gant diorreadur ar vestroni war ar gahereg.

E 1924, e kinnigas K. Abraham diforc’hiñ daou brantad er bazenn fraezhel-sadek dre zigemmañ e pep kedrann anezhi daou rizh ersaviñ kevenep e-keñver an ergerc’henn. Er prantad kentañ ez eo stag an erotegezh fraezhel ouzh ar goulloiñ, al luzad sadek ouzh distruj an ergerc’henn ; en eil prantad, an erotegezh fraezhel zo stag ouzh an azderc’hel hag al luzad sadek ouzh ar reoliñ perc’hennus. Evit Abraham, etre an daou brantad emañ ar vevenn etre an argizañ neurozel hag an argizañ psikozel.

Er bazenn fraezhel, ez eus un argelegezh reiñ ha nakat a-zalc’h ouzh an oberiezh kac’hout. En diarsell-se en deus Freud lakaet war wel ar c’hevatalder argelel : kaoc’h = prof = arc’hant.

Stade sadique-oral.oral-sadistische Stufe, oral-sadistische Phase.oral-sadistic stage.pazenn c’henaouel-sadek, pazenn sadek-genaouel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Eil amzer eus ar bazenn c’henaouel hervez an isrannadur degaset gant K. Abraham ; merket eo gant kresk an dent hag an oberiezh dantañ. Ar gougorfañ zo dezhañ eno ster un distruj eus an ergerc’henn, pezh a empleg e krog an amluskegezh da anadiñ en darempred ouzh ergerc’henn.

Er bazenn c’henaouel, e lak K. Abraham kemm etre ur bazenn gentrat, a sunañ, ragamluskek, hag ur bazenn c’henaouel-sadek o klotañ gant dinod an dent ; an oberiezh dantañ ha plaouiañ a empleg distruj an ergerc’henn hag anadiñ a ra an amluskegezh luzadel (libido hag argadusted troet ouzh an un ergerc’henn).

Evit Melanie Klein, o nagenniñ ar c’hemm graet gant Abraham etre ur bazenn c’henaouel a sunañ hag ur bazenn c’henaouel a zantañ, ez eo ar bazenn c’henaouel en he fezh ur bazenn c’henaouel-sadek.