Teskad an danvezennoù (proteinoù enzimatek an darn vuiañ anezho) perzhiat e danzeidigezh ar gaouledenn fibrin, arouezet dre ur sifrenn roman en destladur etrevroadel : parenn I, ar fibrinogen ; parenn II, ar protrombin ; parenn IIa, an trombin ; parenn III, an tromboplastin gwiadel ; parenn IV, ar c'halkiom ; parenn V, ar proakelerin ; parenn V leiden, protein C ; parenn VI, an akelerin ; parenn VII, ar prokonvertin ; parenn VIIeil, parenn Stuart ; parenn VIII, an tromboplastinogen pe parenn enephemofilek ; parenn IX, parenn enephemofilek B ; parenn X, parenn Stuart ; parenn Xa, parenn X blivaet ; parenn XI, PTA (Sz. plasma thromboplastin antecedent), diaraoger an tromboplastin plasmatek ; parenn XII, parenn Hageman ; parenn XIII, FSF (Sz. fibrin stabilizing factor) parenn stabilaer ar fibrin.
Danvezennoù (enzimoù evel an hialuronidaz) o vuiaat skignusted ar viruzoù, an toksinoù hag al livuzennoù ebarzh ar gwiadoù ; bezant int e klidennoù hag en organoù all loened 'zo, e garvevion 'zo hag en aozadoù bevedel 'zo (binimoù).
Anvad rumm elfennoù parañ an tromboplastin, unan dilaosket gant ar pladanoù, an tromboplastinogenaz, ar re all o tont eus ar plasma, ar furmoù plasmatek A ha B a zo o ezvezañs e devoud div furm an hemofiliezh.
Elfennoù o tasperzhiañ e kaoulediñ ar gwad, proteinoù plasmatek an darn vuiañ anezho ; arouezet int bet gant ur c'hengor etrevroadel a 'n destladur dre un heuliad sifroù roman eus I da XIII ; dre ar lostrann a ez arouezer ar furmoù blivaet anezho, piaouer da berzhioù treluskañ pe da gedparennoù, sl. : parenn Xa (sl. cofacteur).
Proteinoù o tasperzhiañ e kaoulediñ ar gwad, bezant er gwad en ur furm anniñvek ; enniñvet e vezont dindan 5 min war-dost a-ziastok ur c'horreenn hec'hleb estren d'ar metoù gwadgwazhiedel reol (sl. facteur antihémophili-que B, facteur Hageman).
Danvezennoù polipeptidek na anavezer ket mat evit c'hoazh, diforc'h diouzh ar somatomedineier ha hep keñver eeun gant an hormon somatotropek ; lenañ a reont ouzh ar buzerioù kennennel ha fraouaat an neridigezh kelligel ; hennadet ez eus bet un niver anezho (sl. cytokine, somatomédine).
Danvezennoù polipeptidek paret gant ar gouzerc'hvel, o fraouaat borc'hadur an hormonoù gant ar c'hougorfenn.
Hentenn amkanet da andalañ, e plasma ar gwad, bec'h ar 4 farenn gaoulediñ (protrombin, prokonvertin, parenn antihemofilek B ha parenn Stuart), a zo dindan wered ar vitaminKdolc'herioù. Muzuliañ a reer buanez kaoulediñ e 37 ∘ C ar plasma bet kitratet ha mesket gant kediuzenn Owren, o c'hoarvezout peurgetket eus kefalin, tromboplastin goarwered ha kloridenn galkiom. Ent reol e pad ar c'haouledadur 35 eilenn. Ar prouad-se, aes da embreger, a vez ergemennet evit eveshaat gweredoù enepkaoulediñ ar vitaminKdolc'herioù. Bastus e ve an kez gweredoù pa vez disoc'hoù prouad Owren er gavael 10 da 25 % eus ar werzhad reol. Hogen, evel muzuliañ amzer Quick, ne imbourc'her gant prouad ar parennoù kaoulediñ nemet ur gennad eus ar c'haoulediñ ha ne ditour ket ar gaouledusted hollek.