Protein 17 000 d (kitokin) borc'het gant ar makrofag, o skoilhañ ouzh hogennadur al lipid, alese e wered treuteiat ; an un molekul eo ha parenn varvennus ar c'helligoù kankrel.
Polipeptid borc'het gant ur greizenn nervel loet er gouzerc'hvel, degaset gant ar reizhiad porzh gougorfennel betek ar rakgougorfenn ma reol borc'herezh an hormon kaenwezher.
Elfenn o tasperzhiañ e delankañ pe e dedreiñ un erwezh, un anaez, un anadenn.
NOTENN : Bras eo niver an termenoù a zo Gl. facteur o ger kentañ. Un darn vras anezho a gaver er geriadur dindan enmonedoù un anvad all : facteur I (sl. fibrinogène), facteur II (sl. prothrombine), facteur II a (sl. thrombine), facteur III (sl. thromboplastine), facteur IV (anvad roet d'ar c'halkiom evel elfenn ret da gaoulediñ ar gwad), facteur V (sl. accélérine), facteur V Leiden (sl. protéine C), facteur VI (sl. accélérine), facteur VII, proconvertine (sl. convertine), facteur VII bis (sl. facteur Stuart), facteur VIII (sl. thromboplastinogène), facteur IX (sl. facteur antihémophilique B), facteur X (sl. facteur Stuart), facteur Xa (sl. anti-Xa), facteur Xg a (sl. groupes sanguins), facteur XII (sl. facteur Hageman), facteur antihémophilique A (sl. thromboplastinogène), facteur C (sl. 1° plasma thromboplastin antecedent, 2° Rhésus : facteur ∼), ), facteur C₂ (sl. citrine), facteur Cellano (sl. groupes sanguins), facteur Christmas (sl. facteur antihémophilique B), facteur clarifiant (sl. lipoprotéine-lipase), facteur cytotoxique (sl. lymphotoxine), facteur d'activation des lymphocytes (sl. interleukines), facteur de Durand-Reynals (sl. diffusion : facteurs de ∼), ), facteur E (sl. Rhésus : facteur ∼), ), facteur FF (sl. pantothénique : acide ∼), ), facteur P (sl. citrine), facteur thymidine (sl. somatomédine), facteurs D (sl. 1° Rhésus : facteur ∼ , 2° complément).
Globulin bezant, anniñvek, er plasma hag er gwadveiz ; enniñvet e vez e diastok gorreennoù estren d'ar reizhiad wadgwazhiedel reol ha, gant an tromboplastinogen, ez a da furmiñ an tromboplastin ; arbenn an hemofiliezh B eo an diouer anezhañ.
Betaglobulin bezant er gwadveiz, o tasperzhiañ e blivaat ar glokaenn dre an hent dazeilat (sl. complément).
Fosfolipid dilaosket gant ar bazofil hag ar mastokit, unan eus hanteradoù an dreistkizidigezh kentizhek, parenn greñv kenan dazadur ar pladanoù, araezus d'ar bronkezstrishaat, d'an iswask talmerel ha d'ar gouliñvoù.
Protein endalc'het e-barzh greunanoù ar pladanoù ; pa vez dilaosket e plasma ar gwad ez aesa da gaoulediñ ar gwad hag e kevaraez ar c'hleizennañ dre vuanaat emrannerezh ar c'helligoù ; an un protein eo a ve kiriek da neridigezh ar c'helligoù kankrek.
Unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; gwerediñ a ra war hedreuzded ar c'horrwazhied ha kevaraezañ tremen al leukokit hag ar plasma trema an esaou ezwazhiedel.
Elfenn o vuiaat darvezusted ur c'hleñved : boazioù bevañ, kleñved all, amveziadoù ha naouusterioù diseurt, da skouer evit an ateroskleroz : ar butun, ar c'hourevelezh, an diabet c'hwek) ; diforc'h eo ar barenn riskl diouzh arbenn ar c'hleñved.
Parenn dializadus spesadel d'an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat kizidikaet ouzh un antigen ; emañ en araez da dreuzdougen memor hangaeel an kez limfokit kizidikaet ouzh an antigen (hag outañ hepken) trema limfokit ankizidikaet ar gouziviad koulz ha trema limfokit ur gouziviad all.
Danvezenn a chom dindan gevarguz he natur kimiek ha lec'h he orin er bevedeg, dec'hanus d'un troazhusvorc'h natriom dre heudañ an dassugañ tuellennel ; gwerediñ a rafe dre dolc'hañ ar porzher natriom evel ma ra an digitalin, eleze dre heudañ un enzim proteek loet e-barzh kennenn ar gellig, an ATPaz Na + K + .
Plasmid o treuzkas d'ur bakteri an naouuster hilel “gourev” pe “roer” (sl. épisome, plasmide).
Unan eus ar proteinoù plasmatek kaoulediñ anvet parennoù diastok, nes d'ar barenn C ; en diouer anezhi e vez hiraet pad ar c'haoulediñ hep direizh all en aoz ar gwad nag er stad klinikel (sl. facteurs de contact).
Parenn wrezstabil, unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; dilaosket e vez gant al leukokit a-ziastok an antigen ez int kizidikaet outañ (tennad kentañ, spesadel) ; en un eil tennad, anspesadel, e wered war ar c'helligoù douger pe get d'an kez antigen, o tazgludañ ar c'helligoù unkraoñellek engwazhiedel ha tregenkat.
Unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; devoudañ a ra emrannidigezh al limfokit aziastok an antigen spesadel.
Danvezenn bolipeptidek borc'het gant kelligoù ar c'hentezioù, ganti perzhioù natriomdroasheiat, troazhusvorc'hus, gwazhiedfrankaus.
Plasmid en araez da dreuzkas eus ur bakteri d'unan all an harzusted ouzh ar bevastalerioù, an harzusted plasmidel (Gl. résistance plasmidique).
Euglobulin ezreol a dolz mol uhel, eus rummenn an immunoglobulin IgM, bezant e-barzh plasma gwad an darn vuiañ eus gouziviaded al liesarzfo rumatoidel, anezhañ un unanantikorf o tazgwerediñ ouzh gammaglobulineier (IgG) ar gouziviad e unan.
Elfenn o tasperzhiañ e kaoulediñ ar gwad, o vuanaat treuzfurmadur ar protrombin e trombin ; nes eo d'ar prokonvertin.
Polipeptid borc'het er gouzerc'hvel ha degaset dre ar founilh betek ar rakgougorfenn ma reol borc'herezh ar gonadotropin.
Genenn pe stroll gen bezant gant ar gerent hag o tevoudañ marv ar rizhell, ar grouell, an nevezc'haned pe ar vagadell.
Mukopolisakarid hezileizh (danvezenn Lewis pe Le, daou seurtad anezhi : Lea ha Leb), danzeet en halv gant 90 % a 'n hiniennoù ; treuzfurmet e vez dre ar c'henenn Se en danvezenn H a dalvez da enaozañ an antigenoù eritrokitel A ha B, spesadel d'ar rizhoù gwad A, B hag AB ; pa na c'hoarvez ket an dreuzfurmidigezh e danvez H (e diouer ar c'henenn Se), ez a an danvezenn Le da lenañ ouzh an hemati.
Unan eus hanteradoù dourennel an hangae kelligel borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; distrujañ a ra ar c'helligoù a vez o keraezañ, hag int douger pe get d'an antigen ez eo bet kizidikaet outañ al limfokit.
Parenn greskiñ bezant e-barzh bouedoù diseurt (edeier, vioù, avu), diaraoger ar c'hoenzim A, an negez anezhañ o tevoudañ kammeraez ar bleñchoù (sl. acroparesthésie).
Enzim popipeptidek bezant en holl wiadoù (nerveg kreiz ha kanol vezhur pergen), oc'h izelaat ar gwask talmerel, o tevoudañ ur gwazhiedfrankaat trobarzh, o vuiaat amdonnegezh ar pervez hag o werediñ evel hanterad kimiek en nerveg kreiz.
Ar parennoù-se zo bezant war c'horre ar c'helligoù ruz. Mar bezont dinoet war ruzkelligoù un hinienn, e vez lavaret ez eo “Rhesus (Rh) muiel”. Ma ne anadont ket war ar c'helligoù ruz, e lavarer ez eo “Rhesus (Rh) leiel”. Un digempad etre parenn Rh un danvez mamm hag he c'hrouell zo en ervez da zevoudañ kudennoù grevus. Mard eo ur venev Rhesus leiel hag he c'hrouell Rhesus muiel, ne vez peurliesañ kudenn ebet da geñver ar vechiegi gentañ. Hogen e-doug un eil brazezded, emañ bevedeg ar vamm en ervez da ziorren antikorfoù a-enep ar gwad Rh+. Da heul e tinaou kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi.
Genenn pe stroll gen bezant gant ar gerent hag o tevoudañ marv ar bugel kent e gaezhouregezh.
Protein enaozet gant endotelienn ar gwazhied hag ar megakariokit, diziouerus da wered ar barenn VIII. Naouus eo an ezvezañs anezhi da gleñved von Willebrand.