Preder
1.sélectionselectingdiuz pao. & g. ―où, diuz a-loaz, goudreiñ da bakañ ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad haeziñ liesel gant dasparzh en amzer ma vez al loaz kenbiaouet o tiuz e-unan an arveriad a vo-eñ derannet dezhañ.

Sl. [1.invitation à recevoir]

compensationcompensationkevassav pao. & g. ― Geriadur ar vezekniezh

A-berzh ar bevedeg, erwezh leiaat pe lemel gweredoù un anaf pe un direizh dourennel war-benn adsavelañ an aozioù reol.

décoctiondecoction1 anverv pao. & g. 2 anvervad g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Lakaat da virviñ en dour danvezennoù mezegel evit douhenniñ ar gwezhuzennoù anezho. 2 Liñvenn o tisoc'h eus an anverv (sl.  décocté, infusion, macération).

décompensationdecompensationdigevassav pao. & g. ― Geriadur ar vezekniezh

Terriñ ar c'hempouez diraezet dre ar c'hevassav (sl.  compensation).

déliredelirium, delusionambren pao. (bn. : ambre-), ambren b. -où ― Geriadur ar vezekniezh

Direizh vred naouus dre goll ar galloud da gendoniañ gant an traoù ha da gehentiñ gant an dud (dezeverezh antraek, Gl.  pensée déréistique) ; ar gouzrec'h ambreer ned eo ket, ac'hoel war ar poent ma ambre, evit ren kevazas un dezvarn war an traoù, war realezh an dud na war e realezh e unan ; faos e vez e haeradennoù hag andireadus ar gredenn a laka enno ; da heul, dre benn an distroc'h m'emañ diouzh ar gedvuhez e vez distaolet gant ar gevredigezh, rak ar skiant voutin ne c'houzañv ket na ober meiz war e lavar na war e realezh ; stadet e vez an ambren e lies bredanaez ; hervez luniad an ambrenoù e tiforc'her ar mennozioù ambreek liesneuz (Gl.  idées délirantes polymorphes), dezho meur a zodenn kenvellet mui pe vui, hag an ambrenoù reizhiadek (délires sytématisés), anezho trevnadoù frammet en dro d'un dodenn unel ; hervez an dodenn, e teskriver an ambrenoù heskinadur (Gl.  délires de persécution), an ambrenoù a veurded pe meurvreadezh (Gl.  délires de grandeur, mégalomanie), an ambrenoù melankolek (Gl.  délires mélancoliques), h.a. ; kemm a lakaer ivez, hervez o fadelezh, etre an ambrenoù lemm, pe psikozioù ambreel lemm (Gl.  psychoses délirantes aiguës) hag an ambrenoù henek (Gl.  délires chroniques) (sl.  bouffée délirante, hallucination, psychose).

délivranceplacenta birth, placenta stagegweleskar pao. & g. ― Geriadur ar vezekniezh

Trede lankad ar gwilioud, ezvountañ adparzhioù ar grouell.

glycostaseglycostasisglikogendalc'h pao. & g. ― Geriadur ar vezekniezh

Arwastadiñ kadavad ar glikogen en avu hag er c'higennoù.

incitationincitementannoz pao. & g., annozad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Luskañ un anadenn da c'hoarvezout, delankañ un erwezh, delanvadiñ un elfenn vev, dougen un organ da arc'hwelañ, termenoù intentet a-wechoù gant kemeradur broudañ, broudad, evito da vezañ kempleshoc'h o ental ha ledanoc'h o erdal (sl.  excitation, stimulation).

maintenancemaintenancetrezerc'hel, trezalc'h pao. & g. ―ioù, trezalc'herezh g. ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an emelloù disgwallañ ha ratreañ ur periant, ur meziant pe ur prestiant war-benn diogeliñ dezho an uhelañ derez soliusted.

Trezalc'h ar periant a c'hoarvez a wezhiadurioù arnodiñ, muzuliañ, hedrevnañ ha dichanañ ; trezalc'h ar meziant a arnodiñ, digammañ, azasaat diouzh periantoù nevez hag emdroadur ar reizhiad.

Anv zo ivez a unandrezalc'h hag a belldrezalc'h.

photocompositionluc'hosodiñ g. & pao ; luc'hosoderezh g. ― Geriadur an armerzh
praxispraxisembreger pao., embreg g. ― Geriadur ar vezekniezh

An ober e sell d'un disoc'h, kevenep d'an anaoud damkanel.

primiparitéprimiparitykentagenel pao., kentaganeriezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Stad ur vaouez kentaganerez.

relevépollingdihaez pao. & g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Gwiriañ reoliek stad ur meneger.

restaurationrestorationassav pao. & g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Adsavelañ kemperzh un ditour pe ur gemalenn c'houlev. Ent dibarek, goude dec'hwelañ ur span, ez assaver ar c'hemperzh a oa a-raok ar span.

scrutationpollingdihaez pao. & g. ―ioù, dihaezad g. ―où ― Geriadur ar stlenneg
  1. Mod dec'hwelañ ar spanoù ma teu ar goulev dindan erounit da wiriañ reoliek stad ar menegerioù a-zalc'h ouzh arc'hwelerezh an trobarzhelloù.

  2. E-ser evezhierezh an treugennoù greantel, mod lenn, kemalat peurliesañ, korek zoken, an enankadoù diseurt.

transmissiontransmissiontreuzkas pao. & g. ―où, treuzkaserezh g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Lakaat un arhent da vont eus ur c'haser d'ur paker.