Preder
aileron de la rotuleRETINACULUM PATELLAEkabestr g. ar padelleg. ― Geriadur ar gorfadurezh
base de la rotuleBASIS PATELLAEdiaz g. ar padelleg. ― Geriadur ar gorfadurezh
choc rotulienpatella impacttos ar padelleg ― Geriadur ar vezekniezh

Santadur ur stok merzhet gant biz an imbourc'her pa bouez trumm war dalbenn araok ar padelleg, an askorn-mañ o vont da skeiñ ouzh an askorn morzhed, o lakaat erzerc'h ur fennad liñvenn er glin.

fémoro-patellaire : syndrome ∼, syndrome rotulienpatellofemoral syndromeazoniad padelleg-morzhed, azoniad ar padelleg ― Geriadur ar vezekniezh

Kevreted laurioù e talbenn araok ar glin da geñver pignat pe diskenn gant an diri, azezañ pe gluchañ pell amzer, pe pa bouezer war ar padelleg ; gaougoubouladoù ; dibaotoc'h, eskerbadoù, arzfoeñv, amheloc'h ar padelleg ; darvezout a ra an azoniad da heul disvelladoù pe gouzisvelladoù adfeilhus, pe e dianlen anafoù dic'henezhadel a orin daraezel pe miweel.

ligament rotulienLIGAMENTUM PATELLAEstagell b. ar padelleg. ― Geriadur ar gorfadurezh
patella bipartita ou partita, maladie de Gruberpatella bipartita or partitapadelleg divrann, kleñved Gruber ― Geriadur ar vezekniezh

Ezreolder ganedigel ar padelleg, naouus dre ar vezañs eus daou pe lies poent askornaat ouzhpenn, o tedreiñ a-zisrann, warno er skinlun neuz un torr.

patella, rotule, TA patellapatellapadelleg g. ― Geriadur ar vezekniezh

Sezameg loet e talbenn araok ar glin e-barzh stirenn ar gigenn bevarfennek.

pointe de la rotuleAPEX PATELLAEkern b. ar padelleg. ― Geriadur ar gorfadurezh
réflexe patellaire ou réflexe rotulienpatellar reflexdamoug ar padelleg ― Geriadur ar vezekniezh

Astenn a-daol ar c'har war ar vorzhed devoudet gant kiziata stagell ar padelleg. Ditouriñ a ra stad ar mel en ul live o klotañ gant eil, trede ha pevare gwrizienn al livenn dargreiz.

réseau pré-rotulienRETE PATELLAErouedad b. ar padelleg. ― Geriadur ar gorfadurezh
rotulePATELLApadelleg g. ― Geriadur ar gorfadurezh
rotule : clonus, danse ou phénomène de la ∼patella clonusgougrid g. pe brac'hitell b. pe anadenn b. ar padelleg ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn leteñvel ouzh gougrid an troad, oc'h erzerc'haat an un anaf. He dec'han a reer o c'houlankañ d'ar padelleg ur fiñv a-daol eus an nec'h d'an traoñ, diwar-bouez ar bizied arloet ouzh ar riblennoù (ar c'har o vezañ war astenn) ; c'hoarvezout a ra neuze un heuliad luskelladoù gant ar padelleg.

rotulienpatellar˘ar padelleg ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'ar padelleg. (sl. choc rotulien ; réflexe rotulien, réflexe patellaire ; fémoro-patellaire : syndrome , syndrome rotulien, syndrome rotulien).

tendon rotulienLIGAMENTUM PATELLAEstagell g. ar padelleg. ― Geriadur ar gorfadurezh