1 Bevedeg ma vez imboudet pe treuzplantet outañ ur gwiad, ur flugezenn, un organosod (sl. bioartificiel). 2 Bevedeg (loen pe struzhenn) o herberc'hiañ un arvevad (struzh, loen, bakteri, viruz) ; an danvevad diwezhel (Gl. hôte définitif) zo ennañ furm oadour, revek an arvevad, an danvevad etreat (Gl. hôte intermédiaire) ar furm larvel, anrevek, an danvevad degouezhel (Gl. hôte accidentel) a zegemer un arvevad “ezaouet” en ur spesad divoas.
Teskad ar strafuilhoù, marvus alies, o tizhout un hinienn bet derenet d'ar gougemer hangaeel, da heul ensezadur un imboudenn puilh enni kelligoù hangaec'hougonek (mel eskern da skouer), anezho erzerc'hadoù diwar erwezh an imboudenn ouzh an ostiz, gwazhet, hep gallout emzifenn, e gelligoù hag e antigenoù gwiadkempadusted gant limfokit an imboudenn, ent klinikel : treutadur, darc'hoal, dispuilhadoù gant darallad ar faner, poreadoù, avufelc'husvent, isteñv ar organoù limfoidel.
En ur c'hefluniad stlennegezh dasparzhet, urzhiataer oc'h ensammañ d'un ampoent lavaret ul lod eus ar c'heweriañ.