Preder
centre hospitaliergeneral hospitalospital g. hollek ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvdi foran evit ar prederiadoù berrbad gant pe hep herberc'hiañ, ennañ, ouzhpenn gwazrannoù boas an ospitalioù (mezekniezh ha surjianerezh hollek, trummadoù, dieraeziñ ha defraouiñ, benevouriezh, amiegouriezh, skeudennerezh mezegel, imbourc'hva bevoniel) gwazrannoù arbennikaet, lakaet er-maez ar gwazrannoù gourarbennikaet (sl.  hôpital).

centre hospitalier régionalregional hospitalospital rannvro ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvdi diazezet peurliesañ en ur benngêr, ennañ, ouzhpenn ar gwazrannoù boas hag arbennikaet, gwazrannoù gourarbennikaet (nervsurjianerezh, surjianerezh ar galon, treuzplanterezh organoù, kreizenn enepkontamm da skouer).

centre hospitalier spécialiséspecialty hospitalospital arbennik ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvdi ma prederier ur rumm kleñvedoù hepken, ar bredanaezioù (bredospital), ar c'hankroù, h.a.

centre hospitalier universitaireuniversity hospital center, teaching hospitalospital skolveurel ― Geriadur ar vezekniezh

Trevnad amaezhel o c'hoarvezout eus un ospital rannvro hag un pe lies unvez kelenn hag imbourc'h, e amkan stummañ ha kevraokaat ar c'hoskorioù mezegel diseurt (hollegourion, arbennigourion, klañvdiourion hag embregourion lezvezegel).

hôpitalospital g. ― Geriadur an armerzh
  • hôpital de jour, de nuit ospital deiz, noz
  • hôpital rural ospital ploue
  • hôpital psychiatrique bredospital.
hôpitalhospitalospital g. -ioù ― Geriadur ar vezekniezh

Diazezadur ma reer an imbourc'hioù hag ar prederioù mezegel na c'haller ket ober er gêr dre arbennoù kalvezel pe armerzhel, o herberc'hiañ gouziviaded pe ouzh o degemer e kuzuliadurioù diavaez ; anvad a zere hepken ouzh ar c'hurdioù a zo enno da nebeutañ ur wazrann vezekniezh hollek, ur wazrann surjianerezh hollek, ur wazrann amiegouriezh, ur wazrann skinouriezh, ur wazrann vabouriezh, un imbourc'hva bevoniezh vezegel, un aozadur dent-ouriezh ha, diouzh an dro, unvezioù evit ar prederiadoù gourarbennikaet.

NOTENN : Kemm a lakaer etre Br.  ospital ha Br.  klinikenn (sl.  clinique), en ur reiñ da Br.  klañvdi un erdal engronnus ; gant Br.  kurdi (Gl.  établissement de soins) emañ an erdal ledanañ (sl.  centre hospitalier).

hôpital de jourday hospitalospital deiz, deizospital g. ― Geriadur ar vezekniezh

Ospital ma herberc'hier ar glañvourion e-pad an deiz hepken, pa dremenont o nozioù en o c'hêr.

hôpital de nuitnight hospitalospital noz, nozospital g. ― Geriadur ar vezekniezh

Kurdi o reiñ herberc'h d'ar c'houziviaded e-pad an noz hag e-maez o eurvezhioù labour.

hôpital local ◊ ◊ ospital lec'hel ― Geriadur ar vezekniezh

E Frañs, kurdi foran gouestlet d'an herberc'hiadoù berrbad evit ar prederiañ mezegel hag an azgouestaat pe c'hoazh da herberc'hvezhioù hirbad ar c'houziviaded amzalc'hiat.

hôpital rural ◊ ◊ ospital ploue ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvdi o c'hoarvezout eus ur wazrann vezekniezh hag ur wazrann amieg-ouriezh pe eus an eil no eben hepken ; e Frañs, abaoe ul lezenn eus 1971, e reer eus hevelep ospitalioù Gl.  unités d'hospitalisation (Br.  unvezioù klañvdiañ), en ur lakaat kemm etre an diazezadurioù mezegel (Br.  kurdioù) hag an diazezadurioù a zo dezho un amkan gwaredvezegel ha kedvuhezel evel herberc'htioù an henaded amzalc'hiat, HHA (Gl.  établissement d'hébergement des personnes âgées dépendantes, EHPAD) (sl. hospice).

serviceservice, ward1 gwazerezh g. 2 gwazad g. 3 gwazadur g. 4 gwazrann b., rann b. ospital 5 gwazva g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Kefridi, labour kaset da benn gant un trevnad tud, ensavadurioù, evel da skouer gwazerezh foran an ospitalioù, ar gwazerezh gwared er gêr. 2 Gougor pourchaset, da skouer gwazadoù ur mezeg, ur glañvdiourez. 3 Rummad gougorioù kinniget da arveriaded gant un aozadur hag ivez, ar framm e unan. E-se e vo komzet eus aveadurioù ha gwazadurioù ur c'huzulva stroll, eus gwazadur ar bank laezh, eus gwazadur arouelioù klañvdiour. 4 Rann en un diazezadur, un ospital, da skouer : gwazrann guzuliañ diavaez, gwazrann degemer, gwazrannoù arbennikaet ha gourarbennikaet. Pep gwazrann zo en e benn ur penn gwazrann. Komzet e vo ivez eus gwazrann mezekniezh diabarzh, gwazrannoù surjianerezh, h.a 5 erziwezh ez eo ar gwazva al lec'h ma emañ ar gwazrann pe ar gwazadur, gant ur burev evit an teulioù da leuniañ, ar peurliesañ.