Azoniad grevus o tarvezout da heul un ankalez analadel, anezhañ skorted lemm lies organ ha reizhiad (avu, lounezhi, reizhiadoù kalongwazhiedel, koazhadel, nervel), kresk ar c'has kalon, uskennevid o tec'han un eznevid muiek ; azoniad stadet ivez er bleuzoù (lestel, liesdaraezel, bleuz an devidi) o tedreiñ peurliesañ d'ar marv dindan daou viz ; er wikefre anezhañ e tasperzhfe hanteradoù diseurt (interleukineier, kakektin).
Elfenn neuziadurel diforc'h o piaouañ arc'hwelioù dibarek.
Modelezh vliz a zo hini gwalc’hadur enerotek al luzadoù darnel : broudadur un tachad erogen a vez distavet el lec’h end-eeun ma c’hoarvez, ent dizalc’h diouzh boziadur an tachadoù all, hep keñver eeun gant kefleuniadur un arc’hwel.
Enebiñ a ra Freud bliz organ ouzh bliz arc’hwel, hemañ o toareañ ar boz stag ouzh kefleuniadur un arc’hwel beved (plijadur an emvoueta da skouer). Arver en deus graet eus an termen-se en e imbourc’h war eskoridigezh ar revelezh. Gant ar vagadell, ar bliz revel ent strizh en em zistag diouzh an arc’hwel ma c’houskore da gentañ ha na oa nemet an eildedaol (Nebenprodukt) anezhañ ha, diwar neuze, a vez klasket evitañ e-unan : ar chugelliñ da skouer a glask distav un tennder e tachad erogen ar genou hag an divweuz e-maez a bep ezhomm boued. Hervez Freud e c’haller termenañ revelezh ar bugel dre ar bliz organ : “diwanañ a ra e gouskor un arc’hwel diziouerus ; ne anavez ket a ergerc’henn revel ; enerotek eo ; he fal zo e dalc’h un tachad erogen.”
1 Emzalc'h, savlec'h kemeret gant ur c'hlañvour, ent emdarzhek pe evit ur pal savelet. 2 Savlec'h, lakadur un organ, un ezel, ar c'horf en e bezh 3 En amiegouriezh, keñver a zo etre parzh korf ar grouell da geñver ar gwilioud ha spislec'hioù lestr ar vamm (sl. décubitus, présentation).