Preder
accident vasculaire cérébral, AVCcerebrovascular accident, strokedarvoud gwazhiedel empenn, orc'had g. empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Rouestlad empenn lemm eus ur c'hleñved gwazhied, anezhañ ur boukadur (orc'had boukadel) pe ur gwadliñv empenn pe empenn-pilhon (orc'had gwadliñvel) (sl.apoplexie, ictus).

apoplexieapoplexy1 taol g. gwad, orc'had g. empenn 2 orc'had g. -où 3 orc'had, amfuad g. -où ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Arver dispredet) darvoud kleñvedel trumm naouus dre goll ar genskiant hag an arc'hwelioù uhelañ diwar un darvoud gwazhiedel empenn, boukadur pe wadliñv (sl.  accident vasculaire cérébral). 2 An orc'had empenn o vezañ alies un naoued gwadliñvel, ez eo bet astennet arver an termen apoplexie ha, da heul, orc'had d'ar gwadliñvoù lemm o c'hoarvezout e diabarzh gwiadoù hael an organoù (gwadliñvoù haelwiadel) : orc'had al luc'hsae, orc'had ar skevent, h.a. 3 (Arver dibaot) tachad marvenn wadliñvel diwar ensiladur lec'hiek an hemati (pe ruztregenk), dizalc'h diouzh anforzh ur wazhiedenn, devoudet gant ur strafuilh arc'hwelel en amred ar gwad evelkent (sl.  infarctus).

apoplexie utéroplacentaire, apoplexie utérine, syndrome de Couvelaire, hématome rétroplacentaireuterine apoplexygwatoñv  g. drektorzhienn, orc'had krozhtorzhienn ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o tarvezout trumm gant ar vaouez vrazez e mizioù diwezhañ ar vec'hiegi pe e-kerz ar gwentloù, naouus, ent klinikel dre ul laur kof, gwadliñv ar grozh, ur frapad uswask talmerel, ur bleuz, proteinvec'h en troazh, ent neuziadurel dre ur gwatoñv o tifloskañ an dorzhienn diouzh speur ar grozh ; grevus kenan eo an erdeb evit ar grouell, grevus evit ar vamm dre benn ar gwadliñv hag ur riskl a varvenn a 'l lounezhi.

attaque, accès, crise, ictusattack, seizure, stroke, fit, crisisbarr g., barrad g., kaouad b., gwaskad g., resmiad g., strapad g., orc'had g. ― Geriadur ar vezekniezh

C'hoarvezadur trumm un anadenn gleñvedel ; en teir yezh ez eus un torkad termenoù damheñvelster, digemmet gwech dre un arliv, gwech dre ar boaz, sk. : barr urloù, barrad astma, kaouad paz, gwaskad divilhennfo, h.a..

ictusictus, strokeorc'had g. ― Geriadur ar vezekniezh

Nep erzerc'had kleñvedel o tarvezout trumm (sl.  accident vasculaire céré-bral, apoplexie, attaque, fugue, vertige laryngé).

ictus amnésiquetransient global amnesiaorc'had ankoun ― Geriadur ar vezekniezh

Barrad o padout un nebeut eurvezhioù, dezhañ un deroù hag un dibenn trumm, naouus dre un ankoun eus an devoudoù bep ma c'hoarvezont (ankoun dianezat) endra van reol realezh ar gouziviad a hent all ; goude an orc'had ne chom eñvor ebet eus ar pezh a zo bet ; peurliesañ e tarvez an o. a. goude c'hwegont vloaz ha ne zegouezh nemet ur wech ; kuñv eo an erdeb ; dianav an arbenn anezhañ — dindan gevarguz e chom ur miarc'hwel e rannbarzh ar pennmarc'hig (sl.  amnésie, attaque).

ictus laryngécough syncopeorc'had garloc'hennel, ezwal g. pasaat ― Geriadur ar vezekniezh

Ezwal devoudet gant ur barrad paz taer ha hir, a zispleger dre an uswask enbruskel o skoilhañ ouzh distro ar gwad gwazhiennel d'ar galon.

ictus médullaire, apoplexie spinalespinal apoplexyorc'had ar mel, orc'had livennel ― Geriadur ar vezekniezh

Doned feuls un treuzseizi pe ur pevarseizi da heul un darvoud gwazhiedel trumm e par ar mel a-livenn (gwadliñv pe steviadur un dalmerenn).