Preder
actifoberiat ― Geriadur ar fizik
  • dipôle actif daouvlein oberiat
audition active, passive ◊ ◊ kleved oberiat, gouzañvat ― Geriadur ar vezekniezh

Kemm lakaet etre selaou ha klevout hep evezh.

fluxion, congestion activefluxionary hyperaemia, fluxiondarwazh g. oberiat ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn lemm gant gourwad (sl.  congestion).

NOTENN : Gl.  fluxion a denner da arverañ hepken er c'herienn fluxion dentaire, koeñvadur foel gwiad kellaouek ar jod hag ar vunsun diwar un danijenn dent.

Technique active.aktive Technik.active technique.kalvezerezh oberiat. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad kalvezderioù erbedet gant Ferenczi : en tu all d’an dieuladurioù, e ro an elfenner gourc’hemennoù ha gourzhiunadoù d’an elfennadour da-geñver ersavioù arreadek e-barzh ar gur pe er-maez anezhi pa zegasont boziadoù en araez da skoilhañ ar c’hounaat hag araokaat ar gur.

Dave a ra Ferenczi da Freud e-unan pa hañvale terriñ reolenn an emvirout oc’h enderc’hel an arureion, en un ampoent eus o elfennadur, da dalañ ouzh ar blegenn arureiat.

Kentañ prantad ar c’halvezerezh oberiat eo hini ar gourc’hemennoù, a zo o fal treuzfurmiñ al luzadennoù arvoustret en ur boziadur diskelat hag ober anezho furmadurioù emouez. An eil prantad a c’hoarvez a c’hourzhiunadoù o tougen war ar furmadurioù-se : gouest eo neuze an elfenner da zestagañ ar realoù hag ar c’hantaezadoù lakaet a-wel er prantad kentañ ouzh plegennoù eus ar bugelvezh.

Er c’hontrol d’an hentenn gatartek (sl. CATHARTIQUE) ma vez diflukadur an eñvorad o teren un erwezhiad from, an hentenn oberiat, o tevoudañ ur gweshaat hag erzerc’hadur ar c’hantaezad, a aesa da zistro an arvoustred. “Bez’ e vez marteze endalc’hedoù mabanvezhel na c’hellont ket bezañ daskounet, hepken dazbuhezet.”