Termen arveret er skingannluniñ da aroueziñ un nozelenn o telenañ a-ziuz ar skinizotop (nozelenn ar wagrenn skoed).
(Korfadurezh) Tolzenn vihan stirek loet e-kreiz ribl rez sac'helloù ar galon : n. ar sac'helloù kornloarek (TA nodulus valvularum semilunarium), n. sac'helloù an aortenn (TA nodulus valvularum aortae) ; (Naouedouriezh) ozvenn vihan ; n. domm, n. yen (Gl. n. chaud, n. froid), anafoù stadet en adenom pistriek ar skoedenn (sl. adénome thyroïdien toxique) ; nozel ar vouezh (Gl. nodules vocaux, Sz. singer's nodules), balirennoù stirek bihan war ribl rez plegoù ar vouezh diwar an helc'hiñ gant ar ganourion (sl. micronodulaire, La-18 259-260).
Ozvenn ruz laurus a vent gant ur ferenn, dinodet e-kerz ur resmiad terzhienn, e diabarzh derm mezal ar bizied daouarn ha treid war gouziviaded kleñved Jaccoud-Osler (pe enkalonennfo bakteriel goulemm) (sl. Jaccoud-Osler : maladie de ∼ ).
Seurtad diskogad ma ento ar gronn bouedennek, ezvountet war raok, er c'horf mellenn.
Dassez begel ur c'hankr flugezel, ar c'hof pe al lestr.
1 Arouezioù skinselladel a skorted aortek naouus, da-geñver pep sistol, dre un argrizañ kreñv eus kern ar galon, tra ma c'hoarvez gant an aortenn (ar wareg uhelañ kleiz pergen) un azledad nerzhek. An daou fiñv-se a zebar d'an tolzad kofigaortenn fiñv ur c'hloc'hig dor rizhek kenan. 2 Arouez ar c'hloc'hig balerel : skrampadur talmerenn ar vrec'h a-gellusk gant ar sistol, hewel e par pleg an ilin gant gouziviaded 'zo tizhet gant an arterioskleroz. 3 Laur lec'hiek o saezhenniñ a-goazez dre ur pouezañ tuvellennel e live an tachad etrespernenn, ma emañ an diskogad kiriek d'ur mavigamm mellkeinel boutin.
Furmadur arsellet en neurinomoù amparet gant elfennoù gwiennel strollet e punelloù.