Preder
névralgieneuralgianervost b. -où ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad naouus dre laurioù emdarzh pe gwezhiet, diastal pe grezvarrek, o sezañ war dreug an nervennoù.

névralgie du ganglion géniculé, névralgie géniculée, névralgie de Ramsay-Huntgeniculate neuralgianervost ar gangrenn a-c'hlin, nervost ac'hlin, nervost Ramsay-Hunt ― Geriadur ar vezekniezh

Nervost naouus dre al laur diastal sezet er skouarn, gant iseraez e pleg ar skouarn hag en ode diavaez ar c'hleved, devoudet peurliesañ gant ar senkl er gangrenn a-c'hlin war un dro gant un dispuilhad c'hwezigennoù e-barzh krogen ar pleg skouarn hag ur seizi a 'n dremm ; hervez Hunt, e revezfe ur furm all a nervost a-c'hlin, leteñvel ent klinikel ouzh simpatost an dremm (sl.  algie vasculaire de la face).

névralgie du glossopharyngienglossopharyngeal neuralgianervost teod-gargadenn ― Geriadur ar vezekniezh

Nervost sezet e rannbarzh ank ar c'haved ha diaz an teod, o saezhenniñ trema ar skouarn hag an hueg, naouus dre laurioù garv, untu, o tedreiñ dre varradoù grezvarrek delanket dre ar fiñvoù lonkañ dre douch an hueg ; anezhi furmoù hennadek ha furmoù azonus d'ur yoc'henn a 'r c'hogn pont-ilpenn, a 'r c'havom, a 'r c'hargadenn, a 'n teod, a 'n hueg pe d'ur glomangiom (sl.  angle : tumeur de l', glomique : tumeur , glomique : tumeur ).

névralgie faciale, névralgie du trijumeau, prosopalgiefacial neuralgianervost an dremm, nervost trigevell, dremmost b. ― Geriadur ar vezekniezh

Nervost o sezañ e tiriad an nervenn drigevell pe unan eus he barroù ; diforc'hiñ a reer : 1) an n. hennadek (Gl.  n. essentielle) pe kleñved Trousseau, spanaus, o tedreiñ dre varradoù trumm, grizias, un nebeut eilennoù pad, peurliesañ delanket gant ur gentrigadenn, etrezo prantadoù kalm chok, 2) n. azoniek, diseurt o arbennoù hag o arvez klinikel (sl.  algie craniofaciale, algie vasculaire de la face, tic douloureux de la face).

névralgie testiculaire, orchialgie ◊ ◊ nervost ar glidenn, klidennost  b. ― Geriadur ar vezekniezh

Laurioù feuls ha dalc'hus, o saezhenniñ adalek ar gousac'h betek ar c'hof, o tarvezout a-wechoù da heul un argellfo.

prosopalgieprosopalgianervost b. an dremm, nervost trigevell, dremmost ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. névralgie faciale, névralgie du trijumeau).

sciatalgiesciaticanervost b. a-goazez ― Geriadur ar vezekniezh

Nervost a-goazez.

Sluder : névralgie ou syndrome de ∼Sluder's syndrome or neuralgianervost g. pe azoniad g. Sluder ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad dremmost o rouestlañ a-wechoù ur c'hevfo genneg. Naouus eo dre laurioù e gwrizienn ar fri, el lagad, e dent ar garvan, o saezhenniñ etrezek ar gouzoug ha kevredet gant un darwazh eus glaourgennoù ar fri (friver) hag al lagad ( gant a-wechoù mabusvoll untu). Steuziañ a ra gant dieraeziñ ar gangrenn elvenneg-stavn.