Iongan ma enank drezañ an ion Na + er gellig ; e-touez ar gourzhalerioù dezhañ ez eus liaoù dieraezer lec'hiek (lidokain), enepmigorvez (kinidin), enepkrid (karmazepin), troazhusvorc'her (amilorid) (sl. canal ionique, pompe à sodium).
Hal diwar gediañ an drenkenn glorhidrek hag an natriom (NaCl), bezant en holen mor hag en holen maen, kedrann eus gwiadoù ar bevion.
Muiadur ar feur natriom er gwad, ar feur reol er plasma o vezañ etre 2 ha 3,25 g/l (etre 120 ha 150 mmol/l).
Muiadur ar feur natriom en troazh, ar feur reol o vezañ etre 2 ha 3,50 g/l (etre 120 ha 150 mmol/l).
Dilouezer ha dilester haluzennet a arverer dileizhennoù tanav anezhañ dre arloadurioù lec'hiek.
Feur natriom er gwad, ent reol ez eo 142 mmol/l (3,25 g/l) plasma.
Feur natriom en troazh, ent reol etre 120 ha 150 mmol dre 24 h.
Gwikefre gelligel o kevaraezañ dezougerezh an ion Na+ a-dreuz ar goc'henn en eskemm eus ion K+ o vont e-barzh ar gellig.
Prouad amkanet da zewerzhañ tizh amred ar gwad. Muzuliañ a reer ar pad etre ensinkladur engwazhiennel 3 - 5 mL eus un dourzileizhenn sakarinat natriom da 33 % hag ar mare ma verzh ar gouzrec'h ur vlazenn sukret ; ent reol emañ er gavael 10 – 16 eilenn ; hiraet eo e degouezh falladur kalon ; berraet eo er skortedoù kalon uhelgas (Amwad, fic'h talmerenn-gwazhienn, skoedusvorc'h) hag er c'halonnaouedoù ganedigel gant ur skoev dehou-kleiz. An dehidrokolat natriom a c'hell bezañ arveret e-lec'h ar sakarinat ; merzhout a ra neuze ar gouzrec'h ur vlazenn c'hwerv. Ar prouadoù-se zo aet dispredet.
Gant soda pe natriom.
Elfenn gimiek a niverenn atom 11, a arouez Na. Evel ar c'haliom, emañ an natriom e kerentiad ar metaloù alkaliek, oksidadus kenan enta. Koll a ra un elektronenn evit tremen er stad stabil a ionenn natriom Na + , bezant e kediadoù niverus ha paot kenan en natur, evel da skouer ar gloridenn natriom (NaCl), arveret evel holen er boued. Hezileizh kenan en dour e tasperzh an ion Na + e lies dazgwered bevgimiek a-zalc'h gant kennevid an dour, ar c'hempouez trenkek-bazek, h.a.