Preder
narcissismenarcissismnarkisegezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Termen bredelfennadel o tec'heriañ bodadoù kealioù deveret diouzh an despizadur savet gant Freud e 1910 : “karantez ouzh ar skeudenn an unan” ; e dibenn e remzad e kevenebe un narkisegezh kentael, anergerc'hennek (Gl.  anobjectal), ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e unan, hag un narkisegezh eilvedel, ma tistro al libido annodet en ergerc'henn etrezek ar me, bet furmet dre an hevebebiñ ouzh an ergerc'henn ; korvoet e voe an devoud-mañ diwezhañ gant Lacan pa savelas ergraf pazenn an drec'h (Gl.  stade du miroir) : kentoc'h eget a hevelebiñ narkisek, e ra anv eus hevelebiñ ouzh skeudenn e getpar a ve ar c'hentañ kammed eus furmidigezh ar me evit ar maban (sl.  libido, objectal, GBLF §§ 785, 786, 1254).

narcissisme fondamental (Merleau-Ponty)narkisegezh voniek ― Gerva an brederouriezh
Narcissisme primaire, narcissisme secondaire.primäre Narzissmus, sekundäre Narzissmus.primary narcissism, secondary narcissism.narkisegezh kentael, narkisegezh eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An narkisegezh kentael a verk ur stad kentrat ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e-unan. An narkisegezh eilvedel zo disoc’h un eiltroadur ouzh ar me eus al libido, didennet eus he annodadoù ergerc’hennel.

Evit Freud, an narkisegezh eilvedel ne verk ket hepken stadoù pellvanek ’zo eus an argizadur ; ul luniadur padel eus ar gouzrec’h ez eo ivez : a) ent armerzhel, an annodiñ en ergerc’henn ne freuz ket an annodiñ er me, etrezo ez eus ur ventel c’hremm ; b) ent lunegorel, eorizh ar me zo ur furmadur narkisek na vez nepred dilezet.

An narkisegezh kentael zo an hini gentañ en amzer, ar bugel oc’h en em gemerout e-unan da ergerc’henn d’e garantez a-raok debarzh ergerc’hennoù amgen. Seurt stad a glot gant kredenn ar bugel en hollc’halloud e zezevoù. Mar klasker gouzout pegoulz e vez amparet ar stad-se avat, e kaver gant Freud respontoù disheñvel ; e 1910-1915, e lak prantad an narkisegezh kentael da zegouezhout etre hini an aotoerotegezh kezivik ha hini ar garantez ergerc’henn, a-gempred gant unanidigezh kentañ ar me. Diwezhatoc’h, p’edo o savelañ an eil lunegor, e rae d’an narkisegezh kentael, stad kentañ ar vuhez, c’hoarvezout abretoc’h eget amparadur ar me, hag e roe da gentpatrom dezhi ar vuhez enkrozhat, — o paouez neuze a ziforc’hiñ narkisegezh hag aotoerotegezh. Ken ma talc’her hiziv da intent an narkisegezh kentael evel ur stad anergerc’hennek rik, ac’hoel andiforc’hek, hep disrann etre ur gouzrec’h hag ur bed. Div arbennadenn a c’haller ober evelkent da seurt meizadur :

diaes eo komz a narkisegezh pa vank pezh a ra Narkissos end-eeun, eleze an ergerc’henn ez eo an drec’h, ar skeudenn-velezour ;

aozourion ’zo a arlaka ez eus gant ar vagadell darempredoù ouzh ergerc’henn, ur “garantez ergerc’henn kentael” (Balint). Evit Melanie Klein, ne c’haller ket komz a “bazenn” narkisek, hogen a “stadoù” narkisek e kement ma tistro al libido etrezek an ergerc’hennoù diabarzhet.

Narcissisme.Narzissmus.narcissism.narkisegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen krouet gant Näcke e 1899, arveret gant Freud diwar 1910, da aroueziñ ar garantez ouzh ar skeudenn an-unan. An heñvelreviaded “en em gemer o-unan da ergerc’henn revel ; eus an narkisegezh e loc’hont hag e pleustront paotred yaouank heñvel outo evit o c’harout evel m’he deus o mamm o c’haret o-unan”.

Dizoloadur an narkisegezh a zegas Freud da lakaat ez eus ur bazenn en emdroadur ar revelezh etreat d’an enerotegezh hag ar garantez ouzh ergerc’henn. “Ar gouzrec’h en em gemer da gentañ, eñ, e gorf, da ergerc’henn garantez”, pezh a ro an dro d’un unanadur kentañ eus al luzadoù revel.

E 1914, e-barzh Zur Einführung des Narzissmus, e ro Freud d’an narkisegezh he lec’h en arlakadurezh vredelfennadel : skouer ar psikoz (pe neuroz narkisek) a ziskouez e c’hell al libido annodiñ er me en ur ziannodiñ diouzh an ergerc’henn. Dre zaveiñ d’ur meni pennaenn a gevandalc’h ar gremm libidinel, ez arlaka ur ventel etre al “libido annodet er me” hag al “libido annodet en ergerc’henn”, pezh a denn an eil, eben en koll. Ne anad mui an narkisegezh evel ur bazenn-emdreiñ, hogen evel ur chag eus al libido na c’hell annodadur ergerc’hennel ebet peurzistremen. Ar me a ranker sellout evel ur mirlec’h bras a vez al libido kaset dioutañ etrezek an ergerc’hennoù, hag a zo prest bepred da spluiañ al libido o treañ a-ziouzh an ergerc’hennoù.

J. Lacan a lak al lankad kentañ eus furmidigezh ar me a-geñver gant ur vuhezadenn narkisek-diazez anvet gantañ pazenn an drec’h. En diarsell-se, ma emañ termenet ar me dre hevelebiñ ouzh skeudenn-velezour an amgen, ned eo ket an narkisegezh — zoken “kentael” — ur stad ma ve ezvezant pep darempred etregouzrec’hel, bez’ ez eo diabarzhadur un darempred. E gwir, e-barzh Trauer und Melancholie (1916), ne hañval Freud gwelout en narkisegezh netra estreget un “hevelebiñ narkisek” ouzh an ergerc’henn.

Da heul e teuy Freud da enebiñ ur stad narkisek kentañ (anergerc’hennek) ouzh an darempredoù ergerc’hennel — an narkisegezh kentael eo. Ober a ra anv eus un narkisegezh eilvedel : “al libido o strummiñ war-du ar me dre an hevelebadurioù […] a ra an narkisegezh eilvedel”. “Narkisegezh ar me zo un narkisegezh eilvedel, didennet diouzh an ergerc’hennoù.”