Luniad dibarek sezet war c'horre limfokit 'zo (limfokit B pe yalc'hamplegat ha marteze ivez limfokit T pe toazonamplegat). Al luniadoù-se zo immunoglobulinoù (eleze antikorfoù) borc'het gant al limfokit hag a zo parzhioù eus o c'hochennoù (immunoglobulinoù a-goc'henn pe a-c'horre). Bennozh d'an antikorfoù-se, naouaat ha lenañ a ra an kez limfokit an antigenoù a zo dav dezho festañ pe distrujañ (sl. anticorps : site ∼ , cellules immunocompétentes).
Skourr dibarek eus naouaerezh ar stummoù dedalvezet d'an arouezennoù moulet pe dornskrivet.
Trevnad o talvout d'ur paker da zidermenañ, diwar-bouez standilhonañ un nod kentezat anavezet, kas an dermenell ec'hoder a glask kehentiñ gantañ.
Kalvezder amkanet da zigej a-vetou ul lerc'hiad stenarhentoù soniadoù ha frazennoù distaget gant ur c'homzer.
Pennaenn naouaerezh ar gomz zo ur skourr eus hini naouaerezh ar stummoù. Ganti e vez engwezhiet tri zrevnad distag :
~ ur sensor euvriñ ar sonioù ;
~ ur c'hewerier arbennik o ren ur rakkeweriad ;
~ ur c'hewerier keverata, rummañ, kadaviñ ha treuzvonegañ dibenn.
Dezrann ur bodad gwerzhioù e sell da hennadiñ kefluniadoù dibarek a reer stummoù anezho.
Pa gewerier skeudennoù, e c'hwilier ribl an ergorennoù, o gwiadezh, an tresoù mentoniel a zo enno (ranneeunennoù, krommennoù). Pa zezranner arhentoù, e klasker diskoachañ stummoù dibarek (pigoù, plaenoù, trovezhioù).
Kalvezderioù an naouaat stummoù a arverer da gorvoiñ ent emgefreek an teskadoù bras a luc'hskeudennoù (hinoniezh, gounezerezh, mezekniezh).