Darallad trebadek un arc'hwel eus ar bevedeg, enganet pe arzeuat ; hennadoù lezennvezegel eo al liesnammded (Gl. infirmités multiples) e dianlen an un darvoud hag ar gevnammded (Gl. infirmités consécutives) diwar lies darvoud kevarall.
Stad kleñvedel andedroüs diwar un divig enganet pe arzeuet abred tre eus kreizennoù loc'hadel an empenn, o c'hoarvezout eus ur seizi, un digenurzh ha strafuilhoù all a 'l loc'hañ, kevredet alies gant direizhoù santadel, skiantennel, kantaezel ha bredel.
1 Leiadur trebadek, darnel pe hollel, a 'r c'houested da labourat, e dianlen ur c'hleñved, un darvoud, ur gloazad brezel, a natur gefredel, askornarzel, bredloc'hadel, kaherel, h.a. 2 E Frañs, saviad un diogeled a 'r C'hedskor dindan 60 vloaz, kollet gantañ, evit un darn pe en holl, e c'houested da labourat dre benn ur c'hleñved pe un darvoud anvicherel ; pa sav angouested an diogeled dreist 66 % e tal dezhañ ar C'hedskor ul leve divarregezh (Gl. pension d'invalidité) (sl. inaptitude, incapacité).