1 Leiadur pe arsav an analañ devoudet gant ur skoilh fizikel (sozadur, tagadur, gwaskadur ar brusk, isvoll ar c'harloc'henn, diouer oksigen enanalet) o tevoudañ an isvec'h oksigen hag an usvec'h dioksidenn garbon ; astennet eo bet an termen d'an holl zegouezhioù ma vez skoilhet an hematoz. 2 Devoudañ an angwent, ar moug.
Strafuilh gwazhiedloc'hadel an eizhaennoù, azon kleñved Raynaud, naouus dre an dulaz hag an aneraez laurek.
Isvec'h oksigen e gwad ar grouell devoudet gant amwask ar funig pe gant an isvec'h oksigen e gwad ar vamm.
Livegenn ruz bezant e kegelioù al luc'hsae, o kevaraezañ ar gweled amheolel (fotopek), anezhi ur c'hromoprotein, ouzh e ober ul livegenn, ar retinen, deveret diouzh ar vitamin A, hag ur protein, an opsin.
(sl. érythropsine).