Damoug kezivik gant an nevezc'hanidi, a laka o divvrec'h e kroaz pa bleger o fenn, p'o dibrader dre an treid pe pa skoer war an daol ma c'hourvezont.
Erwezh foel o c'hoarvezout en daou zevezh kentañ goude dodiñ un dakenn duberkulin devec'hiet ent yen ha formolet war an epiderm spuret dre an eter ; prouad kizidikoc'h hag aesoc'h da embreger eget an erwezh kroc'henel (sl. cutiréaction).