Tanijenn vorferek ar gwiad kellaouek endan-groc'hen o tevoudañ ur varvenn ledek.
Tanijenn strewek en dro d'ar youlc'h, peurliesañ e dianlen ur gouli er fraezh pe er youlc'h, o tizhout an diabeteion hag an alkooleion dreist holl.
Rouestlad ar goulioù krouizek, diwar diñvidigezh ur bakteri anaerat (Clostridium perfringens, Clostridium septicum), naouus dre vreinadur ar gwiadoù, dilaosk aezhenn, daralladur ar stad hollek hag un dedro aloubus, marvus peurliesañ.
Tanijenn linus oc'h aloubiñ al lagad en e bezh, o tedreiñ peurliesañ d'an treloezad hag an isteñv anezhañ.
Nep tanijenn dinodet en dro d'ar vronn, ken er c'hroc'hen pe er gwiad endan-groc'hen, ken er gwiad kellaouek drek-gwagrenn.
Poreadur ar gwiad kellaouek endan-groc'hen pe don troflugezel, kantet pe strewek, diforc'hek spis, kevret gant marvennad eilvedel ar gwiadoù tizhet ; m. koadesk (Gl. p. ligneux), m. strewek, o tedreiñ gorrek kenan, naouus dre galeted ler ar goeñvenn ; m. bloc'hek Chassaignac (Gl. p. total de Chassaignac), m. oc'h aloubiñ un ezel en e bezh, o tiskejañ eskern, kigennoù ha gwazhied (sl. angine phlegmoneuse, cellulite diffuse, érysipèle, para-mastite, paramétrite).