Preder
hog-flu, grippe porcinehog-flugrip g. ar moc'h ― Geriadur ar vezekniezh

Influenza darreuziadek ar moc'h, heñvel ouzh grip an dud, evel hemañ devoudet gant ar viruz H₁N₁, an hini a voe kiriek d'ar grip spagnat eus 1918 ha d'ar bedreuziad eus 2009-2010 (sl.  grippe).

peste porcineswine plaguebosenn ar moc'h ― Geriadur ar vezekniezh

Pore tredizhus, darreuziadek, enkoradus, diwar ur pestiviruz, o wazhañ ar moc'h, antreuzkasadus d'an den, naouus dre un darallad don a 'r stad hollek gant erzerc'hadoù skeventel, koazhadel, nervel, un eritem purpurek hag un dedro herrek etrezek ar marv.

porcs, cochonsmoc'h s. pemoc'h ― Geriadur ar geginouriezh
  • Viande de porc, lard Kig moc'h
rouget du porcswine eresypelasterzhienn b. ruz ar moc'h ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved tredizhus diwar ur garvev spesadel (Erysipelothrix rhusopathiae pe Bacillus erisypelatus suis), o tevoudañ milzarreuziadoù grevus gant ar moc'h. Enkoradus eo d'an den, o vezañ arsellet ent nemedennek gantañ. Kemer a ra neuze pe ar furm lec'hiek (sl. erizipeloid), pe ar furm hollek gant plakennoù bras eritematus, pe, dibaot a wech, ar furm gwadlestel. A-wechoù ez eo ur c'hleñved micherel (sl. érysipéloïde).